Roll an impalaerien roman
Ur pennad eus an heuliad Henroma eo ar pennad-mañ | |
Ar Vonarkiezh | |
Ar Republik | |
An Impalaeriezh | |
Impalaeriezh ar C'hornôg | |
Impalaeriezh ar Reter |
Kinniget eo amañ roll an impalaerien roman betek fin Impalaeriezh roman ar C'hornôg, gant deiziadoù ren pep hini anezho.
Ret eo kaout soñj ne dalveze an termen latin imperator, a deuio ar ger "impalaer" anezhañ, nemet da ober anv eus ur garg vilourel a-douez an holl gargoù all dalc'het gant un den. Da envel an impalaer e rae ar Romaned gant an anv "Kaezar" (Caesar) kentoc'h, ha dreist-holl gant "Aogust" (Augustus).
Soñjal a rae an dud e oa kar an holl impalaerien da Gaezar mod pe vod, ha ma ne oa ket dre ar gwad e oa e-giz pa vijent bet advabet gantañ, hag ul liamm familh speredel a oa etrezo ha Kaezar ; gwir eo e oa an impalaerien gentañ eus familh Kaezar.
Aogust
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En desped d'ar pezh a c'halljed soñjal, n'emañ ket Caius Julius Caesar e-touez an impalaerien roman. August eo a seller outañ evel an impalaer kentañ, ha meur a abeg zo da se.
- Eñ eo, ha neket Kaezar, a lakaas un termen d'ar prantad distabilded politikel en deus merket dibenn ar Republik roman ;
- Eñ eo, ha neket Kaezar, a zeuas a-benn da gavout ur c'hempouez etre ur galloud nevez kreñv a-walc'h evit chom en e sav hag an ensavadurioù republikan kozh a zo padet daoust da bep tra.
- A-benn ar fin eo bet drouklazhet Kaezar dre ma kave da lod ne zouje ket d'an ensavadurioù-se : dre heg e oa bet anvet da "ziktatour" (dictator) da viken e 45 kt JK, ha pourmen a rae e galite e Roma end-eeun gant e serc'h Kleopatra (rouanez Egipt).
- Diwall mat a reas Aogust da zoujañ d'an ensavadurioù kozh, ar Sened peurgetket ha, kontrol da Gaezar, e ouias ren ur vuhez prevez eeun hep re a bompadoù (
me n'on nemet primus inter pares – kentañ keodeour Roma
, emezañ). E-keit-se e kendalc'he da verniañ kargoù politikel, relijiel ha milourel war e anv.
- Gantañ e voe kaset da benn an adreizhadennoù a oa bet embannet gant Kaezar, hep o lakaat da dalvezout. Evel-se e roas d'an Impalaeriezh un tres armerzhel ha kevredigezhel disheñvel-mat diouzh ar pezh a oa bet re ar Republik.
Impalaerien betek diskar an Impalaeriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Impalaeriezh uhelañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Kronologiezh eeunaet an Impalaerien : Impalaeriezh uhelañ
Impalaeriezh uhelañ | ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
|
|
|
|
Enkadenn an IIIe kantved hag an Impalaeriezh diwezhañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Kronologiezh eeunaet an Impalaerien : Marevezh etre hag Impalaeriezh diwezhañ
Bet eo Teodosius Iañ an Impalaer diwezhañ o ren da vat war an Impalaeriezh Roman a-bezh. E zaou vab a renas war e lerc'h :
Eeunaet eo an daolenn a-is :
- N'eo ket meneget enni an darn vrasañ eus ar skraperien, dreist-holl re marevezh an "30 tiran", lodenn zuañ an anarkiezh vilourel ha bet anvet evel-se abalamour d'an niver a skraperien c'halloud emanvet Impalaer (Tiran evit gwir);
- An Impalaerien merket Kaezar n'int ket bet Aogust gwech ebet;
- Pa'z eus bet meur a Impalaer o rannañ ar galloud etrezo eo merket Reter pe Kornôg hepken, hep mui a vunudoù; ouzhpenn n'eo ket padet an holl rannoù galloud atav hag Impalaerien zo, bet lakaet e penn ur ranndir bennak e penn-kentañ, zo en em gavet e penn an Impalaeriezh a-bezh da c'houde (da skouer : Kustentin Iañ, bet an Impalaer nemetañ etre 324 ha 335 ).
Tun memor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un tun memor zo evit derc'hel soñj eus roll an 12 Impalaer roman kentañ (Kaezar e-barzh). N'eus ken sevel ur frazenn aes da zerc'hel soñj anezhi ma ya pep silabenn d'ober deroù anv un Impalaer :
"Kaezaotika, Klaonegalo, Vivestido" (Kaez | ao | ti | ka | klao | ne | gal | o | vi | ves | ti | do)
Kaez => Kaezar ; ao => Aogust ; ti => Tiber ; ka => Kaligula ; Klao => Klaoda ; ne => Neron ; gal => Galba ; o => Othon ; Vi => Vitellius ; ves => Vespazian ; ti => Titus ; do => Domitian
Gallout a reer astenn ar frazenn-mañ da Impalaerien all. Dont a ra da vezañ : "Kaezaotika, Klaonegalo, Vivestido, Netrajhadan, Marcosepca" (Kaez|ao|ti|ka|klao|ne|gal|o|vi|ves|ti|do|ne|traj|had|an|mar|co|sep|ca)
Impalaerien ar C'hornôg war-lerc'h 395
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
|
E 476 e oa aet da get Impalaeriezh roman ar C'hornôg pa voe torret Romulus Augustus, an Impalaer diwezhañ, eus e garg gant Odowakar.
Impalaerien ar Reter goude 395
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwelet Roll Impalaerien Bizantion
Aet eo da get e 1453 Impalaeriezh roman ar Reter, bet anvet ivez Impalaeriezh vizantion adal ar Grennamzer uhelañ, p'eo bet preizhet Kergustantin gant an Durked.