41
Neuz
Bloavezhioù: 38 39 40 - 41 - 42 43 44 | |
Dekvedoù: 20 - 30 - Bloavezhioù 40 - 50 60 | |
Kantvedoù: Iañ kantved kt JK - Iañ kantved - Eil kantved | |
Milvedoù: Iañ milved kt JK - Iañ milved - Eil milved |
Diwar-benn bloaz 41 an deiziadur juluan eo ar bajenn-mañ | |
Evit ar bloaz -41, gwelet ar bajenn : | -41 |
Evit an niver 41, gwelet ar bajenn : | 41 (niver) |
794 AUC (Ab Urbe Condita = goude diazez Kêr Roma) / 0041 PC (goude ganedigezh J.-K.)
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Impalaeriezh roman
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Impalaer : Kaligula (Caius Julius Caesar Germanicus), adalek ar 16 Meurzh 37. Drouklazhet eo da heul e wreg Caesonia hag e verc'h ar 24 Genver gant gward ar Bretoridi kaset gant Cassius Chaerea. Embannet eo Klaod (Tiberius Claudius Nero Drusus), ar 25 Genver (> 13 Here 54)
- Koñsuled : C(aius) Caesar IV & Cn(eus) Sentius Saturnius.
- Irienn a-enep da Galigula ma kemer perzh Senedourien zo, ar frankizidi, prefeded ar pretordi ha daou dribun eus ar c'hohortennoù pretorian, Cassius Chaerea ha Cornelius Sabinus. Divizet eo e vo taget an impalaer da greisteiz pa zeuio er-maez eus arvest ar c'hoarioù palatin.
- Muntr Kaligula (25 bloaz) en e balez gant Charea hag an iriennerien all (24/01). Marv dishêr e klask ul lodenn eus ar Sened profitañ eus an degouezh evit addiazezañ ar renad republikan. Met disoñjet o doa pouez an arme. Anavezet da impalaer eo Klaoda, mab da Drusus eontr kozh Kaligula, gant ar bretorianed. 51 bloaz eo. Rediet eo ar Sened da asantiñ goude un nozvezhiad marc'hata.
- Evitañ da vezañ un den onest, desket ha sirius, chom a ra Klaoda un den gwan ha dizampart koulskoude. A-hed e ren e vo paket gant iriennoù e wragez, Mesalina hag Agrippina, pe e chomo dindan levezon e frankizidi, anezho tud speredek, c'hoantek ha ganto ur spered kas war-raok. Int-i eo a vo gwir mistri ar gouarnamant.
- Aotreet eo ar frankiz relijiel en-dro gant Klaoda evit Yuzevien an impalaeriezh met difennet eo an abostolerezh evit Yuzevien Roma.
- War ar Roen e c'hwit un argas german a-enep ar Romaned.
- Tamallet dezhañ e avoultriezh gant Livilla, c'hoar Agrippina, eo harluet Seneka e Korsika.
- De situ orbis, gant Pomponius Mela.
- Adminios, Togodumnos, Caratacos, mibien Cunobelinos
- Herod Agrippa Iañ, gouarnour Jude, a zeu a-benn da vezañ anvet roue gant Klaoda.
- Kregiñ a ra diskibled Jezuz Nazareth da stummañ kumuniezhioù e-touez an Diaspora, dreist-holl e Damask, war aod ar mor Kreizdouar hag e Antiokia. Evit ar wech kentañ e vez graet "kristenien" anezho (eus ar gresianeg Christos, Eouliet, Mesiaz). Degemeret e vez ar Baganed en o mesk ar pezh a laka enebiezh ar Farizianed da sevel. Gwasket gant ar re-mañ e laka Herod Agrippa Iañ herzel Pêr ha Jakez, breur Yann, a zo lazhet.
- 30 Kerzu 41 (pe 40) : Titus, impalaer roman.
- Tiberius Claudius Caesar Germanicus, anavezet gwelloc'h dindan an anv Britannicus, mab da Glaoda ha da Mesalina.
- Martial (bloaz ganedigezh gwirheñvel), barzh latin eus Hispania
- 24 Genver : Caligula, impalaer roman, drouklazhet gant ar warded pretorian.
- 24 Genver : Julia Drusilla, merc'h Caligula, drouklazhet.
- Dibenn ar bloaz - Julia Livilla, merc'h Germanicus, nizez Klaoda, lakaet da vervel gant an naon en he harlu.