Kenglad ar Stadoù Dizalc'h
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Deiziad krouiñ | 8 Kzu 1991 |
---|---|
Anvet diwar | commonwealth, Dizalc'hiezh, stad emveliek |
Diazezer | RSKS Rusia, Republik Soviedel Ukraina, RSS Bielorusia |
Merour/rener | Sergei Lebedev |
Named by | Leonid Kravchuk |
Yezh ofisiel | rusianeg |
Kevandir | Europa, Azia |
Kêr-benn | Minsk |
Lec'hiadur | Eurazia |
Daveennoù douaroniel | 60°30′0″N 102°48′0″E |
Isaozadur | Union State |
Sez sokial | Minsk |
Foundational text | Biełavieža Accords, Alma-Ata Protocol |
Diazezet war | Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel |
Raklec'hiet gant | Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel, Soviet empire |
Lec'hienn ofisiel | https://e-cis.info/ |
Testenn ar pennreolennoù | Q19232729 |
Banniel (deskrivadur) | flag of the Commonwealth of Independent States |
Official observer status in organisation | World Intellectual Property Organization, Bodadeg veur ar Broadoù Unanet |
Kenglad ar Stadoù Dizalc'h (rusianeg: Содружество Независимых Государств, a zo un aozadur tiriadel a vod 11 eus ar republikoù soviedel kent (war 15). Krouet e oa bet goude dispenn an Unaniezh Soviedel. Ar broioù balt n'int ket ezel. Jorjia n'eo ket ezel ken abaoe 2009. Ukraina n'eo ket ezel ken, met kemer a ra perzh el labourioù. Turkmenistan a zo un ezel kevredet diofisiel. E Minsk emañ ar sez.
Gallout a reer keñveriañ KSD gant ur c'hevredigezh stadoù laosk a-walc'h) ha n'eo ket gant ur c'hevredad, ur c'hengevredad pe un aozadur dreistvroadel evel ma oa Kumuniezh Ekonomikel Europa. Heñveloc'h eo kentoc'h ouzh Kenglad ar Broadoù. Daoust da KSD kaout nebeut a c'halloudoù dreistvroadel, eo estr eget un aozadur arouezel nemetken, dre m'en deus galloudoù da genurzhiañ ur c'henwerzh, an arc'hantañ, al lezenniñ hag ar surentez. Broudet en deus bet ivez kenlabour war dachenn an demokratelaat ha diwall an torfedoù dreist d'an harzoù. Evel aozadur tiriadel e kemer KSD perzh e nerzhioù kendalc'h ar peoc'h. Gant izili zo eus KSD e voe savet Kumuniezh Ekonomikel Eurazia, he fal o vezañ sevel ur marc'had boutin.
Broioù ezel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Stadoù ezel eus ar C'henglad:
- Ezel diofisiel
- Turkmenistan
- CIS
- CIS