Hunvre
Neuz
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
An hunvre (pe huñvre) eo ar pezh a vez santet evel heuliadennoù skeudennoù, mennozhioù, trivliadoù ha kement santidigezh c'hoarvezet d'un den pa vez kousket. Miret e vez an hunvre er soñj e-pad ur frapad amzer goude an dihun. E-pad un amzeriad resis er c'housk, hini al lagad lusk-dilusk, e c'hoarvez an hunvre.
N'eo ket dibunet ar darvoudoù hag an anadennoù hervez patromoù ar vuhez wirion ken eo dibosupl pe luziet-tre ar pezh a c'hoarvez ez-teorikel d'ar c'housker pa ne c'hell ket kaout kontrol warni peurvuiañ. Koulskoude e c'hoarvez da lod tud bezañ gouest da santout hunvreoù m'eo posupl dezho kemm traoù pe darvoudoù santet : an hunvreoù spiswel a reer anezho.
Gant hun ha bre eo bet savet ar ger hunvre.
- Hun a zo heñvelster gant kousk.
- Bre a zeu eus an henvrezhoneg hag an henbredeneg *brith a dalvez kement ha hud pe hudouriezh ha stadoù diroll ar soñjoù.