Brexit
Ar Brexit a vez graet eus an heuliad darvoudoù a denn ouzh mont-maez ar Rouantelezh-Unanet eus Unvaniezh Europa divizet dre referendum dalc'het d'an 23 a viz Even 2016 er Rouantelezh-Unanet ha gounezet gant dalc'hidi ar Brexit. Ar Rouantelezh-Unanet a zo aet maez eus an Unvaniezh europat d'an 31 a viz Kerzu 2020.
Brexit
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur ger-malizenn eo Brexit, savet diwar "Britain", stumm berraet "Great-Britain" a dalvez "Breizh-Veur", hag "exit" a dalvez "mont maez". Deverañ a ra diwar ar ger-malizenn "Grexit" savet diwar "Greece", Bro Gres, hag "exit" bet ijinet en orin e deroù kaouad ekonomikel bro Gres pa oa bet sonjet rediañ bro Gres da vont maez eus an Unvaniezh Europa.
Ar ger enepster "Bremain" a zo bet savet war ar memes stumm gant ar gerioù "Britain" ha "remain" a dalvez kement ha "chom".
Orin ar Brexit
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E miz Genver 2013 ez eo bet prometet gant ar c'hentañ ministr David Cameron aozañ ur votadeg a-raok 2017 ma vefe dilennet en dro a benn diviz ma ranke ar Rouantelezh-Unanet chom pe kuitaat an Unvaniezh Europa. Dilennet e voe ha raktreset e voe ar referendum evit an 23 a viz Even 2016, daoust da Cameron bezañ tomm ouzh Unvaniezh Europa.
Gant ar vroadelourienn ez eo bet rebechet er Rouantelezh-Unanet, evel e darn-vrasañ broioù all an Unvaniezh, e vefe laeret e galloud diviz digant ar stad vroadel gant aozadurioù Unvaniezh-Europa. An disvroiñ hag an eskemm-dieub a zo ar sujedoù breut pennañ, pa vezont kirieg hervez ar vroadelourien eus kresk an dilabour hag an disurentez publik. Lakaet ez eus bet kalz war-raok ivez koust mont en-dro an Unvaniezh ha dispignoù drastet pe war temoù na vezont ket gwellet evel pouezhus.
Ar referendum
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tenn ez eo bet ar breut e kerzh ar reuziad prientiñ etre dalc'hidi ar Brexit ha dalc'hidi ar chom en Unvaniezh.
Evit ar Brexit e vo kavet ar strolladoù broadelour evel an UKIP, met ivez tud levezonus eus ar Strollad Mirour evel Boris Jonhson (bet maer Londrez).
Evit ar Bremain e kaver Strollad Al Labour, sindikadoù pennañ ar vro hag o deus labouret a gevred evit ar Bremain, ha lobbyioù pourvezet en arc'hant gant bed ar finañs (City, tiezh-bank bras, embregerezhioù etrevroadel, ...) hag ar c'hentañ ministr David Cameron (Strollad Mirour). Evit ar Bremain ez eo ivez ar strolladoù politikel a Vro-Skos evel an SNP.
Neptu eo chomet ar Strollad Mirour ez-ofisiel, pep ezel dieub d'ober reuz evit tu pe du.
A benn ar fin ez eo aet ar maout gant dalc'hidi ar Brexit gant 51,89% eus ar mouezhioù (72,2% a gemer-perzh). Perzhioù heverk a zo bet gant ar mouezhiadeg : ar voterien yaouankañ o deus votet evit chom e touez an UE evit 66% eus ar voterien etre 18 ha 24 bloaz, p'o deus votet ar re goshañ evit ar brexit evit 62% eus ar voterien ouzhpenn 62 bloaz. Hervez o lerc'h annez ez eo dishenvel dasparzh ar mouezhioù ivez : er c'herioù bras, Bro Skos hag Norzhiwerzhon o deus votet an elektourien evit chom en UE, p'ho deus votet elektourien rannvroioù Bro-Saoz ha Bro-Gembre evit ar Brexit. Hervez studioù all ez eo krenvoc'h al liamm etre al live deskadurezh, ment ar c'herioù, bezañs envroidi hag ar vot evit ar brexit.
Referendom 2016 war chom ezel eus an Unvaniezh europat pe get evit ar Rouantelezh-Unanet Disorc'hoù broadel | |||
Choaz | Votoù | % | |
---|---|---|---|
Kuitaat an Unvaniezh europat | 17,410,742 | 51.89% | |
Chom ezel eus an Unvaniezh Europat | 16,141,241 | 48.11% | |
Mouezhioù mat | 33,551,983 | 99.92% | |
Mouezhioù gwenn pe toc'h | 25,359 | 0.08% | |
Hollad ar vouezhioù | 33,577,342 | 100.00% | |
Mouezhierien enrollet ha kemeret perzh | 46,500,001 | 72.21% | |
Oad ar voterien ha kemeret perzh | 51,356,768 | 65.38% | |
Mamenn: Bodad mouezhiañ |
Jo Cox
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un dileuriadez ezel eus Strollad al Labour, Jo Cox, a zo bet drouklazhet gant Thomas Mair hag a huchas "Britain first" da laret eo "Breizh-Veur da gentañ" d'ar 16 a viz Even 2016.
Heuliadennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E zilez a voe roet gant ar c'hentañ-ministr David Cameron hag a oa unan eus pennoù-bras ar Bremain. Theresa May, eus ar Strollad Mirour eveltañ, a gemeras e blas d'an 13 a viz Gouere 2016. Kadarnet ez eo bet ganti e vefe graet hervez disoc'hoù ar referendum hag e vefe lavaret skaler gant ar Rouantelezh-Unanet en un doare ofisiel e youl mont-maez eus Unvaniezh Europa e deroù ar bloavezh 2017.
Gant Unvaniezh Europa ez eo bet goulennet digant ar Rouantelzh-Unanet hastañ da gregiñ gant mont er maez ofisiel, met n'eus ket gwall mall gant gouarnamant May en ober. E kerzh an hañv 2016 ez eo bet lakaet war-sav gant gouarnamant May ha gant an Unvaniezh-Europa strolladoù labour evit prientiñ ar Brexit.
Respont e Bro-Skos
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Bro Skos ez eo aet ar maout gant ar Bremain da 60%. Ouzhpenn da se e oa bet e kerzh referendum 2014 war dizalc'hiezh Bro-Skos un arguzenn kreñv e touez eneberien an dizalc'hiezh ar fed m'en en gavfe Bro Skos maez an Unvaniezh Europa ma votfe evit e zizalc'hiezh, hag e vefe un hent hir ha tenn evit mont-tre e-barz adarre. Da heul votadeg ar Brexit en em sant touellet an elektourien, hag e vez goulennet gant ar strolladou skosat ur referendum nevez war an dizalc'hiezh p'eo chenchet an traoù hervezo.