Zeus
Rann eus | Doueed an Olimpos |
---|---|
Reizh pe jener | paotr |
Anv e yezh-vamm an den | Ζεύς |
Anv er yezh a orin | Ζεύς |
Tad | Kronos |
Mamm | Rea |
Pried | Metis, Themis, Hera |
Annez ofisiel | Olympus |
Iconographic symbol | thunderbolt, Erer, mythological bull, remarkable oak |
Azeulet gant | Mitologiezh Henc'hres, Relijion er gevredigezh hellazek |
Tachenn ar sant pe doue | lightning, kurun |
Labour da-heul | Zeus, Zeus, Zeus, Zuras |
Present in work | Ilias, Odysseia, Hades |
Deskrivet dre | Zeus statue in Sicyonian treasury, Olympia, Zeus statue at Megara |
Zeus (henc'hresianeg : Ζεύς Zeús ; gresianeg a-vremañ : Δίας), diwar ur wrizienn indezeuropat *dyēus, doue an oabl) zo roue an doueed e mojennoù Henc'hres. Ren a ra en Oabl, hag an erer hag an tan-taran eo e arouezioù.
Mab eo da Gronos ha da Rea, ha dimezet eo d'e c'hoar Hera.
Kevatal eo an doue roman Yaou dezhañ. Tennañ a ra ivez da zoueed arall :
- Taranis ar C'halianed ;
- Odin pobloù an hanternoz ;
- an doue Varuna en hindouegezh.
Bugeliezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kronos, dre m'en doa aon rak koll e c'halloud a roue an doueed, hag aon na vije graet dezhañ gant e vugale evel m'en devoa graet d'e dad, a zebre e vugale kenkent ha ma vezent ganet. Glac'haret e oa e wreg Rea gant kement-se, setu e tivizas kuzhat he c'hwec'hvet bugel Zeus, hag e kinnigas d'he gwaz ur pezh pikol maen paket e lienoù e-lec'h ar c'hrouadur c'hoantaet gant ar marlonk ha ne reas van ebet.
Lakaat a reas sevel he mab e kuzh e Lyktos, e Kreta, ma voe maget ar bugel en ur vougev, gant laezh ar c'havr Amaltheia, a vo graet gant unan eus he c'herniel ar c'horn puilhentez), ha Nimfezed oc'h ober war e dro,
Evit ma ne c'hallje ket Kronos klevout garmoù an hini nevez c'hanet e oa bet lakaet ar Goureted dirak ar vougev, brezelourion armet ha trouzus ma oant.
Pa oa deuet bras e tieubas Zeus e vreudeur ha c'hoarezed dre lakaat o zad da zislonkañ anezho an eil goude egile.
Danevell a ra an dastumer mojennoù anvet Antoninus Liberalis en e Metamorfoseon Sinagoge ur stumm disheñvel eus ar vojenn, kavet e skridoù Boios : Rea a c'han Zeus en ur vougev e Kreta. Eno oe oa maget ar bab gant gwenan. Pevar den eus ar vro a zeuas un do bennak er vougev evit kavout mel, ha gwelet a reont an doue yaouank. Droug ennañ e kinnig teurel ar foultr deus oute, met sioulaet eo gant Themis ha gant ar Moira, rak « difennet eo mervel el lec'h sakr-se ». Treuzfurmet int neuze gant Zeus en evned, dougerien kemennadoù. Kollet eo bet ar peurrest eus ar vojenn. N'eus ket pikol titouroù a ro tu da dostaat ar stumm-se eus ar vojenn gant he stumm e skridoù Hesiodos.
Hervez Homeros, avat, Zeus a oa mab henañ bugale Kronos, hag alese e teu e c'halloud. Abalamour da se e pleg Poseidon dirazañ e-pad Brezel Troia, rak « Ar memes orin o deus o-daou hag eus ar memes kerentiezh emaint ; met e vreur henañ eo Zeus ha gouzout a ra hiroc'h evitañ » (Ilias, XIII, 354–355).
E skridoù Homeros ez eo an Okeanidenn Dione zo e baredr hag a adkaver gantañ e santual Dodone.
Karantezioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Brudet eo karantezioù niverus Zeus gant merc'hed yaouank pe gwragez eus an douar, koulz ha gant doueezed ha nimfezed :
- Danae,
- Alkmene,
- Semele,
- Leto,
- Europa,
- Ganymedes, ha re all.
- Mnemosyne, un Ditanided, mamm d'ar Muzezed .
Tad eo da veur a zoue :
- Athena, en deus bet gant Metis;
- Dionysos en deus bet gant Semele,
- Hermes en deus bet gant Maia,
- Apollon hag Artemis en deus bet gant Leto.
Tad eo ivez da harozed e-leizh :
- Herakles en deus bet gant Alkmene,
- Perseüs,
- Kastor ha Polydeukes,
ha re all c'hoazh.
Dre ma ne vez ket feal atav d'e drede gwreg Hera (a-raok e oa bet dimezet da Vetis ha da Dhemis) e vez sach-blev alies etre mestr an doueed hag e wreg.
Ouzhpenn-se ne vez ket tener e wreg ouzh e vestrezed nag ouzh o bugale: klask a ra ober droug ha noaz dezho gwashañ ma c'hall : en gouzout a oar a-walc'h Io, Leto, hag Herakles.
An Dodekatheon |
Zeus | Hera | Poseidon | Hestia | Demeter | Afrodite Athena | Apollon | Artemis | Ares | Hefaistos | Hermes |