Xi'an
Neuz
Xi'an (西安) zo unan eus kêrioù-penn kozh Sina, e rannvro Shaanxi, e-kreiz Republik Pobl Sina hiziv. E 2002 e oa annezet gant 2 872 539 a dud ha war-dro 7,5 milion a dud a oa en tolead tolpad-kêrioù. Gwechall e oa anvet Chang'an (长安, 長安).
Emañ Xi'an war lez ar stêr Wei He, nepell diouzh kember ar stêr-se gant ar stêr Huang He. Amañ e oa penn kentañ Hent ar Seiz, e tu ar reter. Kêr-benn Sina e oa da vare an Dierniezh Tang ha d'ar mare-se dija e oa stank an dud enni, gant ouzhpenn ur milion a annezidi.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ouzhpenn 3100 bloaz en deus ar gêr. Hao (镐 / 鎬, Hào) pe Zongzhou (宗周, Zōngzhōu) a oa e anv e-pad Tierniezh Zhou.
Gevelliñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gevellet eo Xi'an gant :
- Kyōto (Japan)
- Pau (Bearn)
- Istanboul (Turkia)
- Kebek (kêr) (Kanada)
- Brasilia (Brazil)
- Jeddah (Arabia Saoudat)
- Johannesburg (Suafrika)
- Kathmandu (Nepal)
- Taupo (Zeland-Nevez)
- Aten (Gres)