Plaver-sukr
Neuz
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Usurzhad : | Marsupialia | ||
Urzhad : | Diprotodontia | ||
Kerentiad : | Petauridae | ||
Genad : | Petaurus | ||
Anv skiantel | |||
Petaurus breviceps Waterhouse, 1838 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar plaver-sukr (Petaurus breviceps) a zo ur bronneg godellek a vev en Aostralia, e Ginea-Nevez, hag en un nebeud enezennoù eus reter Indonezia.
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hiroc'h eo e lost (etre 15 ha 50 cm) eget e gorf (etre 10 ha 30 cm). War-dro 100 g a bouez eo.
E vlevenn zo glas-gris war e gein ha sklaer war e gof. Ur groc'henenn a stag e bavioù a-raok ouzh e bavioù a-dreñv.
Gouennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An dougen a bad war-dro 16 deiz ha ganet e vez ur c'holen pe zaou bewech, 0.2 g a bouez enno. An hini bihan a ya e godell e vamm ma chom 70 deiz.
Emzalc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Neizhiañ a ra a-stroll, betek 7 loen gour hag o re vihan asambles.
Ar par pennañ a verk e diriad gant e halo hag un dourenn ezveret gant gwagrennoù war e bavioù hag e fraezh.