Mont d’an endalc’had

Kein

Eus Wikipedia
Kein ur vaouez livet gant Edgar Degas.
Eskern ar c'hein.
Korfadurezh ar c'hein.

Ar c'hein eo al lodenn eus ar c'horf etre ar choug hag ar revr, a-us an divgroazell, enebet ouzh ar bruched hag ar c'hof.

E krec'h ar c'hein emañ an divskoaz. E-kreiz ar c'hein emañ gwalenn ar c'hein, a zo stummet gant ar melloù-kein, ha stag outo, a bep tu, ar c'hostezennoù a ya d'ober kest ar brusk, pe kest ar bruched.

A-dreuz ar c'hein e c'haller klevout ar skevent oc'h analat. Al lounezhi e-barzh ar c'horf, e-traoñ ar c'hein, a bura ar gwad.

Labourioù zo, pe doareoù d'en em zerc'hel, pa vez pleget ar c'horf, a zegas poan-gein d'an den.

Gant al loened-samm (kezeg, ezen, kañvaled) e vez douget semmen war o c'hein. Gant un den e vez douget semmen war e choug.

Ar c'hein hag ar gweled

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krommenn kein ar maouezed a zo unan eus an danvezioù muiañ labouret gant al livourien ha kizellerien.

Komz a reer ivez eus kein ur gador, kein ul levr. Digein e vez ar bankoù peurvuiañ, hogen bankoù keinet zo ivez. Keinañ levrioù a vez graet evit o lakaat da badout.