Ingolstadt
Neuz
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/3/31/Kreuztor_Ingoldstadt.jpg/220px-Kreuztor_Ingoldstadt.jpg)
Ingolstadt zo ur gêr eus kreisteiz Alamagn, e stad Bavaria. Emañ e distrig Oberbayern, nepell diouzh München, war lez ar stêr Danav.
Poblet e oa e 2013 gant 129 136 a annezidi. Gant an niver-se emañ e-touez kêrioù bras Bavaria ; ar c'hwec'hvet kêr vrasañ eo, goude München, Nürnberg, Augsburg, Regensburg ha Würzburg. Emañ Ingolstadt en ur goadeg vras, 374 metr a-us live ar mor. En em astenn a ra war 133,35 km². Goude Regensburg ez eo neuze an eil kêr vrasañ, a-fed gorread, e-touez ar c'hêrioù alaman a gaver war ribl an Danav.
E 1472 e voe krouet skol-veur gentañ Bavaria en Ingolstadt. Emañ sez kreiz an embregerezh kirri Audi en Ingolstadt ivez.
Kêrioù gevellet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gevellet eo Ingolstadt gant ar c'hêrioù-mañ :
Grasse (Bro-C'hall)
Kirkcaldy (Bro-Skos)
Carrara (Italia)
Murska Sobota (Slovenia)
Kragujevac (Serbia)
Manisa (Turkia)
Opole (Polonia)
Moskov (Rusia)
Győr (Hungaria)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|