Mont d’an endalc’had

Potsdam

Eus Wikipedia
Potsdam
Lec'hiadur
Daveennoù :
52°24′00″N, 13°04′00″E
Gwerzhid-eur :
UTC+1/ Hañv UTC+2
Ardamez
Ardamez Potsdam
Ardamez Potsdam
Titouroù
Gorread 187.37  km²
Poblañs 151 725 (12/2008)
Stankted 810 annezad/km²
Uhelder 35m
Kod post 14401-14482
Evit pellgomz (0)331
Politikerezh
NUTS DE3
Bro Alamagn
Land Brandenburg
Karterioù 16 Ortsteile (karter)
Bourc'hvestr Jann Jakobs abaoe 2002
Strollad politikel SPD / Die Linke (amzeriad 2002/2010)
Lec'hienn www.potsdam.de
Kastell Sanssouci, palez hañv Friedrich II Prusia.

Potsdam a zo ur gêr e reter Alamagn ha kêr-benn land Brandenburg eo. Emañ er mervent da Verlin, war vord ar stêr Havel. E 2008 e oa war-dro 150 000 den o chom e Potsdam. E Potsdam e veze roueed Prusia o chom betek 1918. Meur a savadur zo eus an amzer-se, evel Kastell Sanssouci.

An ti-kêr kozh (Altes Rathaus)
Diell eus 993 ma weler an anv Potzupimi (Potsdam)

Soñjal a reer e voe savet Potsdam en Xvet kantved. Anv a voe graet eus ar gêr evit ar wech kentañ e 993. Bihan e chomas betek ma voe dibabet evel annez gant Friedrich Wilhelm Iañ e 1660. Dibabet e voe ivez evel kêr-annez gant familh roue Prusia. Lod brasañ savadurioù brudet Potsdam a voe savet da vare ren Friedrich der Große . Palez Sanssouci eo ar savadur brudetañ a gaver e Potsdam. E-keit ha ma oa Berlin kêrbenn ofisiel Prusia, ha goude-se hini ar Reich, e chomas al Lez e Potsdam. E 1918 e voe lemet an titl an eil penngêr digant Potsdam, pa roas an impalaer Wilhelm II e zilez.

E Potsdam e voe aozet an abadenn progapaganda nazi kentañ d'an 21 a viz Meurzh 1933 gant Joseph Goebbels. Anavezet eo dindan an anv Devezh Potsdam.

E miz Ebrel 1945 e voe bombezet kalz Potsdam gant ar Vreizhveuriz, neuze e voe distrujet lod brasañ kreiz-kêr istorel hag ivez an dielloù broadel.

Gant gouarnamant Republik Demokratel Alamagn e voe dibabet diskar lod brasañ ar savadurioù a denne da soudardegezh Prusia, neuze e voe diskaret ur bern savadurioù istorel. Da vare moger Berlin e oa peg Potsdam ouzh harz kornôg Berlin. Goude ur pennad e voent dispartiet da vat. Ur wech adunvanet Alamagn e voe lakaet Potsdam da gêrbenn land Brandenburg.

Kuzuliadeg Potsdam, d'ar 25 a viz Gouere 1945 ma weler a-gleiz da zehou : Winston Churchill, Harry S. Truman ha Jozef Stalin

Monumantoù ha lec'hioù dibar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tour-arvestiñ Einstein
  • Tour-arvestiñ Einstein, savet e 1920
  • Alexander-Newski-Gedächtniskirche (iliz Sant Aleksandr-Nevsky)

Tud vrudet bet ganet e Potsdam

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.