Mont d’an endalc’had

Audi

Eus Wikipedia
Logo Audi abaoe 2009

Audi zo ur gompagnunezh alaman a sav kirri-tan hag a zo bet krouet d'ar 16 a viz Gouere 1909 get August Horch. Un iskevredad ag ar c'hevredad Volkswagen AG eo. Anv ofisiel an embregerezh eo AUDI AG. En Ingolstadt e Bavaria emañ sez ar gompagnunezh. August Horch en deus savet ivez, a-raok Audi, ar merk Horch, met diwezhatoc'h en deus staget anezho. Kement hag Auto Union Deutsche Industrie e talvez Audi, da lavaret eo "strollad tangarrerezh Alamagn". Ur merk kirri-tan brudet eo Audi hiziv-an-deiz.
Bep blez e vez gwerzhet un niver bras a girri-tan Audi, a-c'houde trizkved blezad da-heul get ar brasañ niver a girri-tan gwerzhet.
Disklêriet e 100 bro er bed emañ ar merk Audi. Daoù iskevredad zo gete : "Automobili Lamborghini Holding S.p.A", lec'hiet e Sant'Agata Bolognese en Italia, ha Quattro GmbH lec'hiet e Neckarsulm en Alamagn.

E-penn kentañ e oa ar gevredad A. Horch krouet e 1889. Gwerzhet e veze mat gete, mes e 1909 e voe skarzhet ag e embregerezh dre ma ne oa ket a-du ar lodenn vrasañ ag ar verourien. Un nebeud micherourien a yeas kuit getañ ha sevel a rejont asembles get August Horch un embregerezh nevez anvet August Horch Automobil Werke e koulz ar memes blez. Savet e voe ar sez e Zwickau e Saks, e-kichen an embregerezh A.Horch & Co. Motorwagen Werke, e embregerezh kentañ.
Kevezerezh a oa etre an div stal, hag a-benn ar fin e voe urzhiet da A. Horch gant al lez-varn kemmañ anv e embregerezh. Dont a reas da vezañ Audi Automobilwerke GmbH.

Muioc'h-muiañ e voe anavezet Audi dre ma oa kirri-tan efedus-tre evit ar redadegoù get ar c'heflusker "14/35 HP" savet etre 1912 ha 1921. Kalz a girri-tan savet a-ziàr hennezh o deus gounezet redadegoù.
Alies e veze A. Horch en embregerezh, neuze e oa ar gevredad é kreskiñ buan. Berzh bras a rae an embregerezh d'ar mare-se. Anavezet e oa A. Horch èl un ijinour ker brudet èl Ferdinand Porsche, rak ur berzh teknikel a rae e girri-tan, a gemere perzh er redadegoù, hag abalamour ma oa-eñ ur gourdoner blenierion redadegoù.

Etre 1911 ha 1914 e kemeras Audi perzh er redadeg hirbad Coupe des Alpes, 2400 kilometrad a hirder, a c'hounezas e 1912, 1913 ha 1914. Àr-lec'h e voe ar Brezel-bed kentañ, a redias Horch da sevel kirri-tan evit an treuzdougoù get ar patrom-karr "G 8/22 HP". A-benn ar fin e savas Audi kirri-tan bras ha ker-ruz. Dre-se e voe melloù kudennoù-arc'hant gant ar gompagnunezh e-kourz Enkadenn Veur 1929.

Logo an embregerezh Auto Union

E 1928 e voe Audi adkemeret get an embregerezh DKW, ur saver kirri-tan bet krouet pell a oa. Daoust d'ar gompagnunezh Audi bout perc'hennet get DKW e c'houarnas he anv hep diskouez logo ar merk nevez.
Div gevredad arall a voe strollet gant DKW e 1932, Wanderer ha Horch. Er memes blez, evit derc'hel a-enep d'ar reolioù nazi, en em strollas Audi, DKW, Horch ha Wanderer edan sin ar peder gwalenn c'hris arc'hant kroaziet evit sevel ar merk Auto Union, gant e sez e Chemnitz, e Saks bepred. Dre ma veze savet kirri-tan bras ha kaer get meur a gevredad all e savjont neuze kirri-tan marc'had-mat a-walc'h.

Àr-lerc'h an Eil brezel-bed e voe dispennet Auto Union hag e 1964 e voe adprenet labouradeg Ingoldstadt get Volkswagen ; dre-se e savas ar merk Audi en-dro, en ur c'houarn logo "Auto Union". A-benn ar fin e voe kavet ur berzh nevez dre an adprenadenn-se, ha prenet e voe ar merk NSU Motorenwerke, saver kirri-tan ivez, e 1969. Anvet e voe "Audi NSU" neuze. Kalz pelloc'h, e 1998 e voe adprenet ar merk italian Lamborghini ivez. Adkregiñ a reas Audi da fardañ kirri-tan sport ha ker a-walc'h. Kevezerez a reas d'ar merk alaman all Mercedes-Benz. E 1985 e teuas Audi da vout Audi AG. Ur merk ruz zo edan ar gwalennoù gris adalek neuze.

Doareoù hervez ar gronologiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Etre krommelloù ez eo deiziad kentañ he lakadenn war ar marc'had.

19101919
Audi Typ C Alpensieger (1912)
Audi 920 (1938)
DKW F102 (1963) hag Audi F103 (1969)
Audi 80 L (1978)
Audi 100 (1991)
19201929
19301939
19501959
19601969
19701979
19801989
19901999
Bremañ