Solingen
Neuz
Solingen (distaget ˈzoːlɪŋən en alamaneg) zo ur gêr eus Alamagn, e stad Norzh Roen-Westfalia. Emañ en hanternoz d’ar c’horn-bro anvet Bergisches Land, er su dad a rannvro ar Ruhr. E 2014 e oa war-dro 160 000 a annezidi ez eo an eil kêr vrasañ er Bergisches Land, goude Wuppertal.
Lesanvet eo "Klingenstadt" ("Kêr al Lavnennoù"), abalamour m’eo brudet, abaoe ar Grennamzer, evel ul lec’h ma reer klezeoù, kontilli, sizailhoù, aotennoù… gant lavnennoù mat ha lemm.
Er XVIIvet kantved e voe artizaned eus Solingen o kuitaat o c’hêr hag o vont gant o sekredoù oberiañ da Shotley Bridge, e hanternoz Bro-Saoz.
Tud brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kêrioù gevellet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù he deus Solingen gant ar c’hêrioù-mañ :
Gouda (Izelvroioù) abaoe 1957
Chalon-sur-Saône (Bro-C'hall) abaoe 1960
Blyth (Northumberland) (Bro-Saoz) abaoe 1962
Jinotega (Nicaragua) abaoe 1985
Ness Ziona (Israel) abaoe 1986
Thiès (Senegal) abaoe 1990
Aue (Alamagn) abaoe 1990
|