pep hini
Neuz
Brezhoneg
- Savet gant an anv-gwan amresisaat pep hag ar raganv hini.
pep hini
- raganv amresisaat
- Pep hini a dle bezañ paeet hervez e oberoù. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/2, Al Liamm, 1985, p. 109.)
- Goude m'oa echu emgann Kergidu, pep hini, evel em eus her lavaret deoc'h, a en em zastumas gant tud e vro evit mont kuit, [...]. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 221.)
- Dre eun nor a wad e renk pep-hini monet da Gastell ar Milouriou. — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 8.)
- Pep hini d'e dro . — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 16.)
- Ma vez lezet pep hini da vond gant e loa d'ar pod, neuze e vo brao dezo. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 61.)
- Pep hini en deus e si. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 131.)
- Pep hini a lavar e damm. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 131.)
- Pep hini e vro. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 131.)
- Pep hini a ya diouzh e aez. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 131.)
- Pep hini en devo pezh a garo. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 131.)
- An dud a dizroas d'ar gêr, en ur lavaret pep hini e boz. — (Anatol ar Braz, lakaet e brezhoneg gant Erwan ar Moal, Mojenn an Ankou, Mouladurioù Hor Yezh, 1986, p. 24.)
- pep hini e vutun
- Pep hini eus ...
- pep hini ac'hanomp
- E galon vat en devoa talvezet dezhañ ur marv mat. Evel-se bezet graet evit pep hini ac'hanomp. — (Anatol ar Braz, lakaet e brezhoneg gant Erwan ar Moal, Mojenn an Ankou, Mouladurioù Hor Yezh, 1986, p. 52.)
- pep hini ac'hanoc'h
- pep hini anezho
- Ped toull ha ped toullez a zo ac'hann da Vontroulez ? – N'az-teus ket ezomm da c'houl (c'houlenn) : pep hini e-neus e doull. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 328.)
- Ne vo ket braz lod pep hini :
hemañ a zo evel ur grampouezenn etre naw c'hi. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 309.) - Bezo du, bezo gwenn,
pep hini a gar e venn. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 312.) - Pep hini e-neus e si;
an hini n'e-neus ket daou e-neus tri. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 317.) - Pep hini e-neus e benn... par rank hén dougen. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 317.)