banne
Neuz
Brezhoneg
- Kar d'ar gerioù banna e kerneveureg, banne an heniwerzhoneg, « takenn », boinne e krenniwezhoneg, bainne en iwerzhoneg hag e skoseg « laezh », hag a zeufe holl eus ur ger keltiek *ba-nyā pe *bannyā (evit *bat-nyā) « liñvenn », gwrizienn BHA pe BHAT, a gaver er gerioù to bathe e saozneg ha bad-en en alamaneg, « kouronkañ », h.a.[1]
Anv-kadarn
banne /ˈbãnː.e/ gourel (liester banneoù, furm vihanaat bannig)
- Takenn : banne dour, banne glav.
- Kementad bihan a evaj : banne chistr, banne dour, banne digor-kalon, banne gwin, banne kimiadiñ, banne laezh :
- — Pe seurt bro an diaoul eo houman, emez-ho, ne gaver enn-hi nag eur banne guin fall zoken, nag eun diner toull? — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 55.)
- Ur banne ne ray ket a zroug, rak pell 'zo e valean, hag ouzhpenn, ur blijadur eo trinkañ gant ur c'hamalad kozh eveldout. — (Klaoda ar Prad, An teir c'had ; Ar mevel laer, Ti-moulerezh Sant-Gwilherm, Sant-Brieg, 1908, p. 7.)
- Gwelet a-walc’h a raen e oa e sorc’henn da evañ ur banne kafe. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 483.)
- banne soubenn
- banne avel
- banne aer, banne aezhenn, banne aezhenn-vor
- banne mor
- banne tan
- lakaat, servij ur banne:
- — Lakait din ur banne all, emezañ, ur banne brasoc'h... — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 86.)
- banne kafe:
- Netra ne blij din-me 'vel ur banne kafe. Kanaouenn.
- tamm, pennad : (kousket).
- Un banne chigodenn am eus bet c'hoazh war ar marc'had. — (Klaoda ar Prad, An teir c'had ; Ar mevel laer, Ti-moulerezh Sant-Gwilherm, Sant-Brieg, 1908, p. 9.)
- ur banne moged
- ur banne butun
- ur banne sklêrijenn
Troioù-lavar
Troidigezhioù
Takenn (1)
Kementad bihan a evaj (2)
- galleg : coup (fr) , consommation (fr)
Gerioù heñvelster
Furm verb
Kemmadur | Furm |
hep | banne |
dre vlotaat | vanne |
dre c'hwezhañ | digemm |
dre galetaat | panne |
amreizh | vanne |
banne /ˈbã.nːe/
- Furm ar verb bannañ e trede gour unan an amdremened, en doare-disklêriañ.
Roll an daveoù :