Mont d’an endalc’had

Pelleiler

Eus Wikipedia
pelleiler
Media
Iskevrennad eusMedia, telecommunications technology Kemmañ
Deiziad krouiñ27 Mae 1843 Kemmañ
ImplijKemennadur Kemmañ
Erlec'hiañ a ratelautograph Kemmañ
A implijLinenn pellgomz, fax machine, fax number Kemmañ
Tikedenn Stack Exchangehttps://stackoverflow.com/tags/fax Kemmañ
Arouezenn Unicode📠, , 🖷 Kemmañ
Pelleiler "gwrezel" Philips

Arc'hwel pennañ ar pelleiler pe Faks a zo kehentiñ gant pelleilerioù all da eskemmañ (resev ha kas) stlennoù skrivet pe moullet.

Evit hen ober, ec'h arver ar pelleiler ar rouedad trec'haoliñ pellgomz foran (RTPC en galleg pe PSTN en saozneg). Luget (pe skourret) e vez ar pelleiler gant ul lugell "ki-ha-kiez" ouzh ar rouedad pellgomz.

Ganti eo e vez ereet ar pelleiler ouzh ar greizenn bellgomz ha kaset ar c'hehentiñ. An tredanvarr lakaet war al linenn a zo a -48V. E-pad ur galv (ar soniri) e vez lakaet war al linenn un tredan pebeilat a 80V a laka ar soniri da seniñ. An tredan galv e vez graet outañ. Pa vo ar pelleiler o tiskourrañ, e vo un dol o vezañ savet a-ziwar-se; ar pezh a laka ar greizenn bellgomz da droc'hañ an tredan galv. Emañ ar c'hehentiñ o vont en dro. Dolet eo al linenn neuze.

Pennreolenn eeunaet ar mont en dro d'ur pelleiler

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa vez c'hoant d'un arveriad kas ur faks, e laka ar follenn(où) da vezañ dezrannet gant ar skanner eus ar pelleiler. Gant ar pelleilerioù koshoc'h e oa kemblac'hel an dezrannañ. Bremañ e vez hemañ niverel gant ouzhpenn ur gwaegadur d'ar roadennoù hervez un enbonegañ skoueriekaet (e-touez : MH, MR, MMR ha JBIG). An doareoù-se d'enbonegañ ar roadennoù a servij dreist-holl da vihannaat mentrezh ar skeudennoù da fonnaat o zreuskas, ha se dindan erbedadoù an ITU-TS.

Possubl eo treuskas roadennoù etre pelleilerioù disheñvel ablamour d'an enbonegadur, pe d'ar gwaegadur d'ar roadennoù. Hervez ar vro eo disheñvel ar reolad ha pa ez'eus meur a zoare skoueriekaet da enbonegañ e vez tu bepred da dreuzkas an teulioù buan pe vuanoc'h : ma n'eo ket keverlec'h ar mod da enbonegañ gand hini e ra ar pelleiler resever gantañ, an hini kaser a ra gant unan dindan (nebeutoc'h dioret) e vo tu ober gantañ neuze da zont a-benn da dreuzkas an teul.

Un amredad elektronek da c'houluzañ-dic'houluzañ eo ar modem (ar ger "modem" a zeu eus "MOdulation-DEModulation" e galleg). Ar gouluzañ a zo an amdreiñ eus ur seurt arhent d'unan all. Muzuliet e vez tizh ar gouluzañ gant an unvez "baod" a dalvez kement hag an niver a gemmadurioù a stad an arhent dre eilenn war al linenn dreuzkas :

N'eo ket gouest al linennoù pellgomz foran arveret evit ar gomz (arhentoù pe toniadurioù kemblac'hel) da dreuzkas roadennoù kriz (un arhent niverel). Setu perak e vez implijet ar modemoù da amdreiñ ar bitoù niverel da toniadurioù kemblac'hel, da dreuzkas an arhent treuzfurmet gant al linenn bellgomz ha da adamdreiñ an arhent resevet d'ur mentrezh niverel.

Tri seurt gouluzerezh 'zo da dreuzkas un arhent kemblac'hel gant ul linenn bellgomz (sellit MP ouzh ar c'hevreg dindan) :

  • Ar c'houluzerezh a heled (Kentañ krommenn eus a-us e glas)
  • Ar c'houluzerezh a frekañs (eil krommenn)
  • Ar c'houluzerezh a gkoulz (krommenn izelañ)

Un doare da lakaat an arhent kemblac'hel pebeilat da gemmañ a stad eo pep hini anezhe evel ma wellit. Ha kemmadur a glot war-vete gand cheñchamant a stad an arhent niverel (tresset war ar grommenn uhelañ) roet da amdreiñ d'ar modem.

Ouzhpenn-se e c'hell modemoù marc'het e-barzh ar pelleilerioù, evel ar re all, bezañ renket hervez reoladoù (eus V17 da V90) o kaout naouusterioù (pe doareoù) spesadel.

Goude an dic'houluzañ, an arhent e vez ezboneget hervez an doare enbonegañ implijet gant ar pelleiler kaser ha komprenet gant an daou belleiler. Hag e vez amdreet an arhent keweriet hag ezvoneget d'ur mentrezh kemblac'hel en-dro, ma vez ret, da voullañ an teul.

Betek-hen e veze graet dreist-holl gant pelleiler o voullañ war baper wrezel. Hemañ e vez kavet dindan stumm ul veni ha pa vez echuet ar moulladur gant ar pelleiler e vez troc'het emgefreek dres war-lerc'h ar veni baper gant ul laonenn da reiñ un teul paper a vent A4. An diezamant pennañ a zo gant ar pelleiler a-seurt-se eo ne chom ket ar moulladurioù hewel e-pad pell ha e ranker ober ul luc'heilenn deus an teul resevet ma fell dimp mirout anezhañ e-pad ur prantad hir a-walc'h. Ne ket huz e vez lakaet war ar paper hag e teu tamm ha tamm ar skriturioù da deuziñ gant an amzer o tremen e-biou.

Bremañ e c'hellomp kavout kentoc'h pelleilerioù "laser", anvet evel-se en-abeg ma vez moullet an teulioù oc'h implijañ ur penn laser. An deknologiezh-se e vez kavet bremañ ivez gant al luc'heilerez arnevez. Ar penn laser eo a resev an arhent deus an amredad ezvonegañ hag ac'h enlouc'hañ al luc'hreüser hervez ar roadennoù resevet. Gante e vez moullet gant huz poultr war-vete a-seurt gant an hini arveret gant al luc'heilerezioù. Pennreolenn moullañ ar pelleilerioù-se a zo peurheñvel ouzh hini al luc'heilerezioù niverel.

Ar strolladoù pelleiler

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez an deknologiezh int bet ergrafet (pe danzeet) ganti hag hervez ivez o digonusted, e vez renket ar pelleilerioù e-barzh strolladoù a laka da anavezout o doare da vont en dro hag, war an dro, o savlec'h en emdreiñ teknologiel. Ar strolladoù-se a oa bet anvet G1, G2 G3, Super G3 ha G4.

Strollad Dezrannañ Seurtad gwaegañ Seurtad gouluzañ Tizh ar modem
G1 kemblac'hel mann FM frekañ (talm) 2,4 KiloBitDreEilenn
G2 " mann AM heled "
G3 niverel + gwaegañ MH, MR, MMR QAM heled ha koulz 2,4 da 33,6 kbde
SuperG3 " JBIG " 9,6 da 33,6 kbde
G4 " MH, MR, MMR ISDN (niverel) 64 kbde

Arver ul pelleiler

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant ur pelleiler e c'hellomp kas un teul gant al linenn bellgomz d'ur pelleiler all e penn al linenn o kompoziñ e niverenn bost (he stumm peurheñvel ouzh hini ur pellgomzer, da skouer : 02 96 45 56 67). N'hon eus ken 'met neuze da lakaat ar follenn war ar c'hwilerver ha da bouezañ war an afell "kas".

Met tu 'zo ivez gant an darn vrasañ anezhe kas un teul d'ur strollad pelleiler, o niverenn bost erspizet a-raok, d'an hevelep poent. Skignerezh 'vez graet deus ar mod-se.

Tu 'zo ouzhpenn kadaviñ (lakaat e-barzh ur memor gwaredet gant ur pil gand litiom) an niverennoù ar muiañ implijet gant an arveriaded pe strolladoù niverennoù d'ober skignerezhioù.

Goude bezañ kaset ur faks e vez moullet un danevell bewech da lakaat da c'hoût hag eo bet resevet mat an teul gant ar pelleiler all, pe get. Ouzhpenn e vez moullet emgefreek un hanezadur ur wech an amzer e vez lennet warnañ an holl treuzkas 'zo bet abaoe moulladur an hanezadur diwezhañ. Lod deus ar pelleilereioù e vez moaien gante goulevañ ar c'hefridioù-se hervez c'hoant.

Danzeet eo ar pelleilerioù evit ma c'hellint mirout en o memor ar faks ne oant ket deut a-benn da voullañ dre abeg pe abeg.

Muioc'h mui e vo kavet ardivinkoù o kinnig pep servij e vez ezhomm e-barzh ur burev : luc'heilerez, pelleiler, c'hwilerver, moullerez e-barzh ur benveg hepken. Graet e vez savenn liesarc'hwel burereg pe "MFP" e saozneg gante. Bremañ ivez (e 2006) e vez lakaet kalzik a gartennoù faks marc'het e-barzh al luc'heilerezioù bras pe vihan hag e-giz-se e c'hell an dud kaout un ardivik nemetken d'ober an hevelep labour gant muioc'h a c'halloudezh hag a dizh d'hen ober ha dreist-holl gant nebeutoc'h a blas ac'hubet gant an ardivinkoù.

Hag ar pelleilerioù, gant ar reizhiadoù-se, a c'hell bremañ bezañ luget (pe skourret) ouzh un urzhiataer pe welloc'h c'hoazh, kevreet ouzh ur rouedad gant neuze an tu roet da verañ ar faksoù dre un urzhiataer (arloadoù ispisial zo evit se) ha da skouer da skignañ da dud un embregerezh ar pelleilennoù resevet o kas anezhe en dro dre posteloù e-lec'h o moullañ.