M3 (pistolenn-vindrailher)
M3 Submachine Gun "Grease Gun" | |
---|---|
Ur bistolenn-vindrailher M3 savet e miz Genver 1944, ganti he c'harger, he c'hartouchennoù .45 ACP, he mod-implij hag ur senklenn | |
Kinnig | |
Bro | Stadoù-Unanet Amerika |
Mont en-dro | Pistolenn-vindrailher (aotomatek hepken) |
Munisionoù | Stummoù orin .45 ACP 9 × 19 mm Parabellum Stumm all .30 Carbine |
Produerien | General Motors ha reoù all |
Mare produiñ | 1943 - 1945 |
Niver produet | War-dro 646.000 |
Pouez ha muzulioù | |
Mas hollek | 3,7 kg |
Hirder (lamm dibleget) | 740 mm |
Hirder ar c'hanol | 203 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | Kouch reoliet evit 100 m |
Lusk tennañ teorikel | 450 tenn/mn |
Tizh o vont e-maez | 274 m/s |
Endalc'h | Kargerioù-fiñv 30 pe 32 gartouchenn |
Ar bistolenn-vindrailher M3, lesanvet gant ar soudarded Grease gun pe Greaser abalamour dezhi bezañ heñvel he stumm ouzh hini ul larderez[1], zo bet implijet gant arme ar Stadoù-Unanet adalek 1943.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Remerket e oa bet gant Stadunaniz efedusted ar pistolennoù-mindrailher MP40 ha STEN implijet gant an Trede Reich hag ar Rouantelezh-Unanet e bloavezhioù kentañ an Eil Brezel-bed[1]. Pa 'z eas o bro tre er brezel e miz Kerzu 1941 e c'houlennas an arme e vije savet armoù nevez, en o zouez ur bistolenn-vindrailher marc'hadmatoc'h hag aesoc'h da broduiñ evit an Thompson M1.
Savet e voe gant George Hyde ha Frederick Sampson, daou ijinour eus General Motors, a ginnigas e miz Here 1942 ur stumm kentañ kambret e .45 ACP hag e 9 mm Parabellum. Savet e oa gant metal koaget hepken (war-bouez he c'hanol hag elfennoù he c'hulasenn). Skañvoc'h hag aesoc'h da gempenn e oa evit an Thompson. Ul lamm plegus he doa. Goude amprouennoù e voe asantet gant an arme adalek 1943 dindan an anv Submachinegun Caliber .45 M3[1].
Aes e oa cheñch kalibr an M3 en ur zivontañ he c'hanol hag he c'hulasenn hepken[2]. Ar stumm kambret e .45 ACP a voe pourveziet d'an arme evit an ekipajoù tankoù da skouer[1]. Ar stumm kambret e 9 mm a voe roet d'an SAS breizhveurat pe harzlammet d'an emsavoù rezistañs en Europa, abalamour e oa ur munision aesoc'h da gavout pa oa implijet e armoù alaman evel an MP40 pe ar bistolenn Walther P38.
Gwelladennoù a voe degaset d'an arm, hag ur stumm nevez anvet M3A1 a voe produet adalek miz Kerzu 1944. Daoust da se e chomas kudennoù abalamour da garger an arm, ha ne voe ket gwellaet[2]. War-dro 646.000 eus an daou stumm M3 hag M3A1 a voe produet betek fin ar brezel[1]. Ur stumm dezhañ ur reduer-son enbarzhet er c'hanol a voe savet ivez[3].
Implijet e voe an arm e brezelioù Korea pe Viêt Nam gant ar Stadunaniz. Skouerennoù 'zo a servijas da stourmerien an IRA. Pourveziet e voent d'ar strollad iwerzhonat asambles gant karabinennoù M1 er bloavezhioù 1950, a-drugarez d'ar rouedad kuzh aozet er Stadoù Unanet gant George Harrison[3].
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Mod-implij an M3 hag M3A1, embannet gant arme ar Stadoù-Unanet e 1974
- (en) Esae an arm war chadenn ar gelaouenn stadunanat Guns & Ammo
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 1,1 1,2 1,3 ha1,4 (fr) LE SANT Tanguy, Les armes du 6 juin 1944 et de la bataille de Normandie, e Gazette des Armes n°575, miz Even 2024, p. 41
- ↑ 2,0 ha2,1 (fr) Mc NAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 216
- ↑ 3,0 ha3,1 (en) Silent but Deadly: The Suppressed M3 M3A1, war Small Arms Review, 01/12/2016 (lennet d'ar 06/09/2024)