Karger (armoù-tan)

Ur c’harger a zo ur pezh eus un arm-tan hiniennel, e roll pourvezañ anezhañ gant munisionoù. Gellet a ra bezañ fiñv evel war ar braz eus an armoù-tan modern, pe diabarzh, evel war an armoù-tan koshoc’h pe war armoù daomaotomatek modern savet evit ar chase. Ur c'harger diabarzh a c'hall bezañ anvet pourvezer ivez. Ar revolverioù a vez pourveziet gant un daboulin.
Doareoù kargerioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kargerioù diabarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Karger korzennek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar c'hargerioù diabarzh kentañ deuet war-wel e kreiz an XIXvet kantved (war ar fuzuilh Volcanic da skouer) a oa korzennek, da lavaret eo e oa ur gorzenn dindan ar c'hanol, enni kartouchennoù renket an eil war-lerc'h eben. Abalamour da se e ranke o boledoù bezañ ront, evit mirout ouzh o emors da vezañ skoet gant beg ar boled a oa a-dreñv. Poblek-tre e voe ar sistem-mañ war an armoù hir evel ar fuzuilhoù dezhe ul loc'henn-grogenn en eil hanterenn an XIXvet kantved (Winchester M1873, fuzuilhoù Henry). Implijet e vez ivez war ar fuzuilhoù-pomp (Winchester M1897, Mossberg 500) ha war ar fuzuilhoù-chaseal damaotomatek modern (Browning Auto-5 da skouer). Gellet a ra ur c'harger korzennek bezañ leuniet deus tu ar gulasenn (Benelli M4) pe eus tu beg ar c'hanol (Marlin M60).
Laonenn-gargañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adalek dibenn an XIXvet e krogas al laonennoù-kargañ da vezañ implijet evit pourveziañ kargerioù diabarzh an armoù-skoaz. Un nebeud kartouchennoù a c'halle bezañ raklakaet war al laonenn, hag a veze bontet e pourvezer an arm evit heñchañ ar munisionoù. Pa oa echuet e oa tennet al laonenn kuit eus an arm. Un araokadenn e oa al laonennoù-kargañ war an tachennoù-emgann pa c'halle ar soudarded prientiñ laonennadoù-kargañ ouzhpenn a-raok an emgannoù hag uhelaat o lusk-tennañ. Implijet eo bet ar sistem-mañ e dibenn an XIXvet kantved ha war fuzuilhoù-morailh pennañ ar Brezel-bed Kentañ evel al Lebel, ar Gewehr 98, ar Mosin-Nagant pe ar Springfield M1903.
Kargerioù-fiñv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E deroù an XXvet kantved e voe ijinet ar sistem kargerioù-fiñv eeun implijet gant armoù damaotomatek evel ar bistolenn Browning M1900 pe al Luger P08. Seurtoù boestoù eo ar c'hargerioù-fiñv, toullet eus tu ar gulasenn, enne ur winterell hag a vount war ar munisionoù a-feur ma vez tennet gant an arm. Kromm e c'hall bezañ ar c'harger-fiñv pa vez lakaet ennañ kartouchennoù stumm ur voutailh, evel war an AK-47 pe ar fuzuilhoù-arsailh doare AR-15.
-
Karger-fiñv eeun ur bistolenn Browning HP divontet (dindan)
-
Karger-fiñv treuzwelus ur fuzuilh-arsailh SIG 550
-
Karger-fiñv ennañ ur golonennad kartouchennoù
-
Karger-fiñv ennañ div golonennad kartouchennoù
Treuzwelus e c'hall bezañ ar c'hargerioù-fiñv evit ma c'hallfe an tenner gwelet pet tenn a chom gantañ. Enne e c'hall bezañ renket ar c'hartouchennoù en unan pe div golonenn evit uhelaat o endalc'h.
Evit an armoù aotomatek e c'hall bezañ implijet kargerioù-fiñv uheloc'h o endalc'h ha disheñvel o stummoù eus ar c'hargerioù eeun : kargerioù ront (evel er PPSh 41), enne renket ar c'hartouchennoù er memes tu holl, pe kargerioù-taboulin, enne renket ar c'hartouchennoù e doare ur steredenn.
-
Karger ront ur bistolenn-vindrailher Thompson M1928
-
Karger-taboulin evit ur fuzuilh-vindrailher Lewis
-
Karger-tro evit ur garabinenn Ruger 10/22
-
Klip evit ur fuzuilh Gewehr 88
Kargerioù-fiñv nebeut-implijet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E deroù an XXvet kantved e voe implijet war armoù 'zo ur sistem klip, a veze lakaet ar c'hartouchennoù ennañ ha sanket en arm. Kaset e veze ar c'hlip kuit eus an arm ur wech tennet an holl voledoù. An M1 Garand zo e-touez an armoù brudetañ a rae gant ar sistem klipoù. Evit ar revolverioù ez eus klipoù dezhe stumm un hanterloar, evit lakaat kartouchennoù hep bourled en arm (evel reoù .45 ACP er revolverioù M1917 stadunanat). War armoù-skoaz modernoc'h eus merkoù 'zo (Winchester, Steyr, Ruger) e c'hall bezañ implijet ur c'harger-tro hag a vez sanket en arm.

Taboulinoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar revolverioù, ha karabinennoù 'zo produet en XIXvet kantved, a ra gant un daboulin evit pourveziañ an arm. Enni e vez lakaat ar c'hartouchennoù en o c'hambr war-eeun. Pemp pe c'hwec'h kartouchenn a c'haller lakaat e taboulinoù ar revolverioù a-vremañ peurliesañ.
Lezenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da glokaat.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Cours de maniement des armes à feu pour débutant (lennet d'an 21/09/2024)
- (fr) Mc NAB Chris, Armes à feu Encyclopédie Visuelle, L'Imprévu, 2022, 304 p.
- (fr) VENNER Dominique, Les armes de combat individuelles, Jacques Grancher Éditeur, 1978, 310 p.