Mont d’an endalc’had

Inbhir Nis

Eus Wikipedia

Inbir Nis
Inverness
KastellTi-kêrIliz-veurNess Walk
 Bukit war pep skeudenn

Lec'hiadur Inbhir Nis e Bro-Skos

Inbhir Nis (Inverness e saozneg) eo pennlec'h Kuzul an Uheldirioù ha lakaet alies da vezañ kêr-benn an Uheldirioù end-eeun. Emañ e biz ar vro, e penn ar Glenn Meur a dreuz Bro-Skos a vervent da viz hag a c'haller mont eus an eil penn d'egile gant al listri a-drugarez d'ar Ganol Galedonian. Er mervent da gêr emañ Loch Nis hag ur stêr, anvet Nis, a red eus eno betek ar mor (talvezout a ra Inbhir Nis kement ha “genoù an Nis”). War gresk ez a kêr buan, hag an hini wellañ e Bro-Skos evit a sell perzhioù mat ar bevañ. Ur c'hard eus poblañs an Uheldirioù a zo o vevañ en Inbhir Nis.

Kêrioù gevellet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gevellet eo Inbhir Nis gant:


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.