Geek
Geek (ger deuet eus saozneg SUA distaget [gi:k] peurvuiañ, [dʒiːk] a-wechoù) zo un anv roet d'un den hag a zo sot gant ul labour bennak, pe un dachenn studi, gant ar stlenneg peurvuiañ.
Ar skouer brudetañ eus ar geek eo hini an den yaouank (pe chomet yaouank a spered) a zo plijet gant ar skiantoù, an teknologiezhioù nevez hag ar c'hourharozed. Brasaet eo ar skouer muioc'h-mui war ar c'hoarioù-video (dreist-holl an MMORPG, er c'hoarioù perzh hag e bed al levrioù pe ar filmoù fantasy.
Orin an anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez an Oxford American Dictionnary e vefe ret klask orin ar ger en uhelalamaneg-krenn, en anv geck, a dalv kement ha "den sot", hag er ger flandrezek gek a dalv kement ha "tra iskis, mezhus".
Bro-C'hall an Norzh hag ar Reter e kaver an anv-tiegezh Gicque a ziskouez un den sot gant ar meurlarjez. En Elzas, e-pad dibunadeg meurlarjez, e vez gwisket arShellekapp, ar Gickeleshut, boned ar Gicque, gant kleierigoù. E-pad bal meurlarjez Dukark e tañser kelc'hiad ar Gicques.
Er XVIIIvet kantved, en Aostria-Hungaria, ar sirkoù a ginnige dija ar 'Gecken, euzhviled-foar, tud gant ur c'horf tort, maouezed barvek, hag all.
E dibenn an XIXvet kantved er foarioù e Norzhamerika e vezed krog da ginnig geeks er side-shows, an diskouezadegoù a zo stag ar sirkoù. Kinniget e veze aliez freaks, da lavaret eo euzhviled-foar.
Er bed-se e veze ur geek un den nammet e vred (trizomiezh 21) pe un arzour sirk ha ne c'halle ket seveniñ e abadenn. En noazh e veze peurliesañ, e-barzh ur gaoued, goloet gant fank, gwisket gant kroc'hen loened, ha roc'hal a rae evit spontañ an arvesterien o doa paeet evit e welout. Diskouezet e veze evel "ar mell diank", evel an "den gouez" kavet e-barzh ar c'hoad. A-wechoù e veze lakaet da zic'houzougañ yer pe d'o dispennañ gant e zent, hag ar geek a ranke ober van da evañ he gwad.
En trifezh The Deptford Trilogy (1970-75), ar skrivagner Robertson Davies a ziskriv e gejadenn ouzh un arzour sirk a vez rediet da c'hoari ar geek.
E Stadoù-Unanet Amerika e vez implijet ar ger geek diwar-benn tud iskis n'en em lakaont ket er gevredigezh. Er bloavezhioù 1920, skrivagnerien evel Meyer Levin, Upton Sinclair ha Truman Capote a implije ar ger evit an dud digenvez hag un tamm foll kribet fall o blev a c'heller gwelout o tistreiñ d'o zi, kollet en o soñjoù.
E Tennessee Waltz gant Nic Franton e lavar an haroz, o komz eus Albert Einstein : Look at this guy's hair, what a geek ! ("Sell ouzh blev an den-mañ, pebezh geek !").
Lavaret e vez ivez e vefe un orin milourel d'ar ger, a dalvezfe General Electric Engineering Knowledge ("Gouiziegezh hollek en ijinouriezh an tredan").
Ar geeks hiziv an deiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'eo nemet er bloavezhioù 1960, gant diorroadur ar jederezioùgoù hag an urzhiataerioù, ma krogas ar ger da vezañ implijet evit komz deus an dud "barrek war ar matematik" hag ar skiantoù pe an teknologiezh ha ne oant ket dedennet gant ar sport hag ar gouelioù aozet gant o kamaladed eel liseoù hag er skolioù-meur.
« Er penn-kentañ, ar gêr a zeu eus an amerikaneg freak, "euzhvil-foar" », a zispleg David Peyron, oc'h ober un dezenn e sokiologiezh a-zivout ar geek. « El liseoù, e oa ar geek ur c'hefredour, un "intelektual" soubet er skiantoù hag an teknologiezhioù nevez. Evel ma vezent lakaet en o unan e troent war-du bedoù faltaziek »[1].
Hiziv an deiz, ar ger geek a c'hell merkañ un den a zo mennet war un dachenn, ar stlenneg pe ar skiant-faltazi peurliesañ. Dedennet-bras e vez gant an hollvedoù-se, ha gouiziek e vez war an dodennoù-se.
Ar geeks a bouez mat war an diforc'h a zo etre int hag an dud a vez lavaret nolife (no life, "buhez ebet") diwar o fennoù. Un nolife zo un den hag a gas holl e amzer en un doare drammus, hag alies e tilez an tachennoù all evel ar vuhez sokial, padal ur geek zo mennet en e zodenn en un doare yac'h, en ur chom e darempred gant ar bed a zo tro-dro dezhañ.
Ar geek, er c'hontrol d'ar soñjoù poblek, en deus ur vuhez sokial dre ma vez e darempred gant geeks all : stummañ a reont neuze ur gumuniezh tud dedennet, a eskemm dre an internet peurvuiañ (foromoù, c'hoarioù en-linenn...) ha gellout a reont en em vodañ da-geñver oberennoù gwirion (c'hoarioù roll, wargames, gouelioù...).
Ar geeks a c'hell e mod-se bezañ lakaet da dud hag a dec'h diouzh ar vuhez wirion davit bedoù ijinet, faltaziek alies (skiant-faltazi, heroic fantasy, hag all). Ur geek a implij meur a venveg evit mont d'ar bedoù faltaziek-se evel ar romantoù, ar bannoù-treset, ar sinema pe ar stiradoù skinwel, ar c'hoarioù-video, e ijin (c'hoari perzh) pe zoken traoù all iskisoc'h (tudennoùigoù er wargames, ar c'hlevout evit ar Sagaioù MP3 evel Tourell Naheulbeuk).
Er vuhez wirion e vez dedennet gant kement tra a c'hell bezañ liammet ouzh ar bedoù faltaziek-se, evel an teknologiezhioù nevez (stlenneg ha c'hoarioù-video), al lennegezh (gwengelouriezh, mojennoù...), ar savidigezh gwiskamantoù (cosplay, ar skiantoù...
En deskrivadur-mañ e c'hell ar stlenneg bezañ lakaet d'ur bed ijinet penn-da-benn, ma kav lod geeks un doare da dec'hel diouzh ar bed diavaez, an aliesañ e domani ar c'hrouadur dre urzhiataer (programmiñ, graferezh...)
Hiziv an deiz e kaver ivez ar gerioù benel geekette ha geekez.
N'eus ket pell zo ez eo bet goveliet ar ger gok, evit merkañ tud a zo gotek ha geek war an dro.
Dudioù geek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Alies e vez ar geeks o tec'hel d'un hollved ha d'un dudi resis. Un dudi a c'hell bezañ anvet evel geek ma 'z eo liammet ouzh an teknologiezhioù nevez pe ar skiant-faltazi.
- Stlenneg ha skiantoù.
- Filmoù fantasy, skrijus pe skiant-faltazi : The Lord of the Rings, Conan the Barbarian, Star Wars, Star Trek...
- Lennegezh : H. P. Lovecraft, J. R. R. Tolkien, Frank Herbert, Philip K. Dick, Peter F. Hamilton, William Gibson...
- Comics.
- RPG (an aliesañ, gant un hollved evel ar re a zo bet meneget a-us).
- C'hoari-perzh ment gwirion ha Cosplay
- Wargames (c'hoarioù strategiezh gant tudennoùigoù) ma vez da skouer hollvedoù Warhammer' ha Warhammer 40000.
- C'hoarioù video pe c'hoarioù en-linenn (MMORPG) evel World of Warcraft hollvrudet.
- Manga, ha kement tra a sell ouzh Japan ; un otaku (おたく) a reer eus ur geek a zo dedennet-bras gant Japan.