Dañs Bekabe
Dañs Bekabe zo un elfenn, an hini diorroetañ, eus an arz stag ouzh ar marv hag ouzh an Ankoù er Grennamzer, er XIVvet hag er XVIvet kantved. Taolenniñ a ra el lennegezh, el liverezh pe er gizellerezh, an holl dud, eus forzh petore renk sokial e vefent, ambrouget gant an Ankoù en eun doare diharzus en un ambrougadeg etrezek un tonkad boutin dezhe holl. Gwelout a reer ur pab, un eskob, ur manac'h, un impalaer, ur roue, un aotrou, ur soudard, ur bourc’hiz ha kement zo o vont an eil war-lerc’h egile...
Kenarroud en istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dañs Bekabe zo deskrivet e meur a varzhoneg e latin, e brezhoneg[1], e galleg, alamaneg pe en italianeg, dizanv peurliesañ. A-hed ar XVvet kantved ha deroù ar XVIvet e veze livet an tem-mañ war mogerioù an ilizoù hag e beredoù Europa an Norzh
An tem-se zo disoc’h ur preder war ar vuhez hag ar marv, en ur prantad ma oa deuet stankoc’h-stank ha spontusoc’h evit kustum. Ar brezelioù, ar vosenn hag ar gernez taolennet dindan stumm tri marc'heger an Diskuliadur o doa c’hwennet ar boblañs. E 1347, ar Vosenn Vras pe Bosenn Zu o tont eus Azia-Vihanañ he doa graet he reuz en Europa. Dindan nebeutoc’h eget 4 bloaz e lazhas moarvat 25 milion a dud. 10 vloaz diwezhatoc’h, un eil frapad bosennus a skubas war-dro 30 % eus poblañs ar c’hevandir. E bered ar Sent Inosant, e Pariz, e savas al leur eus daou vetr da-heul beziadegoù 1417.
Kenarroud en arzoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Dañs Bekabe de Clusone (Italie), Livadenn gant Giacomo Borlone eus Buschis (détail).
-
Skeudenn eus ar Marv
Engravadur koad Hans Holbein henañ (1491). -
Chapel Kervaria An Iskuit. Lodenn eus al livadur war voger su. Spurmantiñ a reer un destenn skrivet dindan an tudennoù
-
Chapel Kervaria An Iskuit. Er c’hreiz, ar vaouez, tudennn nemeti n’eo ket dalc’het gant ar marv.
Stummoù all eus dañs Bekabe
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er savadurioù hag er pezhioù annez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Albi (Tarn), kloastr Sant-Salvi : engravadur war un treust.
- Angers (Maine-et-Loire), mirdi an arzoù kaer: kizelladur war ur c’houfr koad eus ar XVIvet kantved.
- Blois (Loir-et-Cher), kizelladurioù e maen
- Cherbourg (Manche), penniliz an Dreinded : kizelladur liesliv e meurvos, kreiz ar XVIvet kantved.
- Guiscard (Oise), chapel prevez er vered : mozaikenn.
- Rouen (Seine-Maritime), iliz Sant Maclou : kizelladurioù war postoù ar c’haridell.
En dornskridoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Vergonnes (Maine-et-Loire), enlivadur ioù roll ar marv hag ar bev er barrez 1616-1664.
Er sonerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Mattasin oder Toden Tanz, 1598 gant Aogust Nörmiger
- Totentanz gant Franz Liszt (1849), sonerezh diazezet war melodiezh Dies Irae.
- Dañs Bekabe gant Kamilh Saint-Saëns (1874)
- Lieder und Tänze des Todes, 1875 gant Modest Moussorgsky
- Totentanz, Oratorium, 1905 gant Feliks Woyrsch
- Totentanz der Prinzipien, 1914 gant Arnold Schönberg
- Scherzo (Dance of Death), op. 14, in Ballad of Heroes, 1939 gant Benjamin Britten
- Trio en mi mineur op. 67, 4 lodenn eus Dance of Death, 1944 gant Dimitri Chostakovich
- Totentanz, Der Kaiser von Atlantis, 1944 gant Viktor Ullmann
- Dancing with Mr. D, 1973 gant ar Rolling Stones
- Ballo in fa diesis minore (F#m), 1977 gant Angelo Branduardi
- Dañs Bekabe, 1984 gant Celtic Frost
- Totentanz, 1996 gant In Extremo
- Danzon macabre, 1999 gant Kennan Wylie
- An dañs Bekabe bras, 2001 gant Marduk
- Dañs Bekabe, 2001 gant The Faint[1]
- Dañs Bekabe, 2002, gant Cradle of Filth
- Dance of Death (album), 2003 gant Iron Maiden
- Dañs Bekabe (ダ), 2004 gant Plastic Tree
- Dañs Bekabe, 2005 gant Wintersleep
Amprestoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Un dañs Bekabe goapaus e stumm un ambrougadeg kloer a weler e Fellini Roma gant Federico Fellini.
- Arvestoù diwezhañ ar film Ar seizhvet siell gant Ingmar Bergman a ziskouez un doare dañs Bekabe.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Utzinger (Hélène et Bertrand), Itinéraires des Danses macabres, éditions J.M. Garnier, 1996, ISBN 2-908974-14-2.
- André Corvisier. Les Danses macabres, Presses Universitaires de France, 1998. ISBN 2-13-049495-1.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Levraoueg Troyes a skign tammoù e tri ment eus ar plakennoù koad engravet zo en he c'herz hag a ziskouez dañs Bekabe .(menu bibliothèque virtuelle/images/livrets de colportage/bois gravés/lien skeudenn e tri ment)
- Kartenn ha roll an dañsoù Bekabe kollet pe get e Bro-C'hall hag en Europa[2]
- Geriadur etrebroadel gerioù al lennegezh (Danse macabre)[3]
- La danse macabre & le dit des trois morts et des trois vifs: ur studiadenn gant Daniel Castille.
- PDF Dañsoù Bekabe hag ar c'hevioù-beziañ
- Ar marv en arzh - Dañs Bekabe
- Dañs Bekabe. Emdroadur
- Forum arbennik La Nef des Fous (Skeudennoù niverus eus ar marv hag eus Dañs Bekabe)
- PDF Arouezioù Dañs Bekabe
- Dañs Bekabe e bered ar Saints-Innocents - 1424 lodenn I ha II par Elisabeth Féghali sur Citadelle.org
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Ar Varn Diwezhañ, dornskrid eus an XVIIIvet kantved. Testenn ar pezh-c’hoari treuzskrivet e brezhoneg a-vremañ ha troet e galleg, gant notennoù, rakskridoù hag ur studiadenn war ar yezh gant Roparz Hemon, Gwennole ar Menn ha Gwenael an Dug. Skol. 1998.