Marv
Iskevrennad eus | darvoud |
---|---|
Arvez | development of the human body, buhez |
Abeg pennañ | abeg ar marv, muntr, Emlazh |
Abeg kentizh | dying, clinical death |
Efed | dead |
Studiet gant | sociology of death, medical jurisprudence, thanatology, philosophy of death |
Deskrivet en URL | https://leanlogic.online/glossary/death/ |
Dezverket dre | manner of death, abeg ar marv |
Anaouder WordLift | http://data.thenextweb.com/tnw/entity/death |
ICPC 2 ID | A96 |
ID en Thesaurus NCI | C28554 |
Arouezenn Unicode | 💀, ☠ |
Enebet ouzh | ganedigezh |
Er vevoniezh e termener ar marv evel arsav dieiltro arc'hwelioù emvevañ ur boud bev (loen pe blantenn, da lavaret eo an analañ, mont en-dro an empenn hag ar reizhiad nervel kreiz, hag ar choazhañ maguzennoù.
A-wechoù e c'hoarvez arsavioù amzeriat e-kerzh ar goañvadur hag ar skornadur.
Goude ar marv e teu kuzumadur ar c'horf marv pe an organeg diwar obererezh ar bakteriennoù hag an amprevaned pe loenedigoù kelanezad.
E lod speredelezhioù hag relijionoù e vez graet un diforc'h etre marv ar spered denel ha marv ar c'horf ken ez eont da nac'hañ m'eo marv an den en e bezh.
Hervez lod ezoteregezhioù e c'hoarvez ar marv pa zeu ar c'horf fizikel da vezañ distaget diouzh ar c'horf eterek.
Enebet e vez ar marv ouzh ar c'hanedigezh, p'eo ar marv diankadenn ar vuhez evel pa ne dalm mui kalon an den. Met diaes eo termenañ an harz etre ar vuhez hag ar marv, pa c'heller lakaat ur galon da dalmañ en-dro er bruched, pe zoken he-unan en un amprouetezad dourenn Ringer.
-
Koroll an Anaon ar prezeger
Johann Rudolf Feyerabend (1806)— Mirdi istorel Basel -
Burzudoù nozvezh an Nedeleg
Dianav (1844) — Mirdi Breizh