Mont d’an endalc’had

Cwm-twrch

Eus Wikipedia
Ar feunteun santel e Cwm-twrch.

Ur gêriadenn vihan, nepell diouzh Brycheiniog eo Cwm-twrch (pe Cwmtwrch)[1]. E kreisteiz Powys emañ, e kroazhent teir c'hontelezh, nemet darnoù anezhi zo e Castell-nedd Port Talbot ha Sir Gaerfyrddin. Div rann zo enni : Cwm-twrch Isaf ha Cwm-twrch Uchaf.

E krec'h Cwm Tawe emañ Cwm-twrch, ur 15 miltir en hanternoz da gêr Abertawe. Drezi e tremen an Afon Twrch pa ziskenn eus ar Mynydd Du hag ar Fforest Fawr.

Ur feunteun, a vefe burzhudus, zo er gêriadenn. C'hwez fall zo ganti, abalamour d'ar soufr zo enni.

Krediñ a reer e teu an anv "twrch" eus Twrch Trwyth, al loen emañ ar roue Arzhur o chaseal e kreisteiz Kembre er marvailh Culhwch ac Olwen, unan eus pevar skourr ar Mabinogi. Met "twrch" a gaver stank el lec'hanvioù.