Twrch Trwyth
Twrch Trwyth zo anv un tourc'h-gouez euzhus a rank Culhwch mont da chaseal en danevell kembraek Kulhwch hag Olwen, er Mabinogi. Twrch eo mab ar priñs Tared, a zo dindan gazel-gê. Kontammet eo e zent; ur sizailh, ur grib hag un aotenn a zo war e benn etre e zivskouarn.
Trevelloù ar ramz Ysbaddaden
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Culhwch zo bet goulennet outañ, gant Ysbaddaden Pencawr, ar ramz a zo tad da Olwen, mont da gerc'hat krib ha sizailh diwar benn Twrch. Diwezhatoc'h en istor e tesker ez eus un aotenn ouzhpenn. Ezhomm zo eus ar binvioù-se da droc'hañ blev ar ramz. Goude-se e lavar Ysbaddaden n'eus nemet ur c'hi a c'hall hemolc'hiñ Twrch, ha Drudwyn an hini eo.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kenster eo an anvioù Twrch ha tourc'h, ha kar int d'ar ger iwezhonek orc, a gaver en Orc tréith. Hoc'h-gouez avat eo ster an anv amañ.
Hemolc'hiñ Twrch Trwyth
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant an hemolc'h e ya ar braz eus eil hanterenn an danevell Kulhwch hag Olwen, ha kontet eo dre ar munud pe dre hent ez eont ha piv a ro bec'h. Daoust ma'z eo d'ar paotr Culhwch eo bet roet al labour, ha dezhañ e vo roet ar plac'h, eo Arzhur hag e dud a ra an hemolc'h hag al labour.
Lazhañ Twrch Trwyth
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude bout kiriek da varv meur a hini eus bagad Arzhur e teu ar re-se a benn da dapout krog en aotenn, sizailh ha krib, kaset an hoc'h-gouez e-maez da Gerne-Veur, ha beuzet al loen.
Menegoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kaoz zo eus Twrch Trwyth en Historia Britonum:
- Ur marzh all zo er vro anvet Buelt. Ur bern mein a zo, ha war ur maen eus ar bern ez eus roud eus pav ur c'hi. Pa chaseas an hoc'h Troynt [=Twrch Trwyth], Cabal [Cafall], a oa ki ar brezelour Arthur, a reas ur roud er maen gant e droad, hag Arthur a-c'houdevezh... ur bern mein e-kichen ar maen e oa roud pav ar c'hi ennañ, hag e vez graet Carn Cabal anezhañ. Ha dont a ra tud hag a gemer ar maen en o dorn e-pad un deiz hag un noz, hag en deiz war-lerc'h emaén en-dro war ar bern.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Skrid Culhwch hag Olwen, hervez skrid aoznek Charlotte Guest.
- [1]
- Celtic Folklore, Welsh and Manx (pdf), gant Sir John Rhys, ennañ munudoù diwar-bouez al lec'hanvioù a gaver e danevell ar chaseadenn ha gerdarzh Twrch Trwyth hag Orc Tréith.
|