Mont d’an endalc’had

Llangynidr

Eus Wikipedia
Llangynidr : ar pont kozh war ar stêr Wysg.

Llangynidr zo ur gêriadenn vihan hag ur gumuniezh eus Kembre, e gevred Powys. Emañ war lez su ar stêr Wysg ha tremen a ra Kanol Aberhonddu hag Y Fenni hebiou ivez. Ur pont zo dreist ar stêr Wysg, savet war-dro ar bloaz 1600.

Er c'hreisteiz d'ar gêriadenn e oa mengleuzioù maen-raz gwechall.

E 2011 e oa 1 036 a dud o chom e kumuniezh Llangynidr hag 155 anezho a oa kembraegerien (11,3%)[1].

  1. Ystadegau Allweddol ar gyfer Cymru. Swyddfa Ystadegau Gwladol..