Mont d’an endalc’had

Bezhin

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ar biologour, ha dreist-holl ar biologour mor, a ra bezhin eus kement seurt goumon a zo pe algae o kreskiñ er mor o vezañ lieskelligek ha makrotallek pe gant treujoù bras, o tiforc'hañ bepred diouzh ar re vikroskopek dre o ment[1]. Ur c'halz a fikologourien pe vbezhinourien a vez gwelloc'h gante implijout ar ger "Mikroalgae" evit ar re vikroskopek ha "makroalgae" e-lec'h ar gerioù "goumon" pe "vezhin".

Storan, Favaj pe Chiron, un doare bezhin a gresk war an aod-vev
Onigiri & Wakame miso-soup, Japan

Renket e vez ar bezhin hervez o liv pe kompozadur an danvez a ro liv dezhe, da lavarout eo, bezhin gell pe Faeofita, bezhin ruz pe Rodofita ha bezhin glas pe Klorofita. Un toullad spesadoù kianobakteria evelkent a c'hell bezañ lakaet e-touez ar bezhin. Arabat faziañ gant ar bezhin o lakaat anezhe asambles gant geotennoù a gaver war vord ar mor evel ar morgeotennoù hag a zo anezhe plant gwazhiennek, pe c'hoazh louzoù, ha kazi louzoù fall, a vez bleuñv enne. N'eus forzh bez' ez int lod eus henekosistemoù morel. (Ar gwellañ termenadur a c'heller reiñ d'ar ger louzoù a zo "ur blantenn n'emañ ket en he flas reizh".)


Bet eo bet un amzer ma ne oa ket deuet mat studiañ ar bezhin, kement ken o devoa an dud heug zoken gant skiantourien an 19vet kantved.(gwelout Landsborough, D. 1857. A Popular History of British Seaweeds)

Framm ha natur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Neuz ar bezhin a c'hell tennañ a-wechoù da hini ar plant douar nann-gwezek.

  • Tallenn pe Thallus: korf ar vezhinenn. Ar galkudenn hag an dalienn asambles. Ur benveg bouedañ eo an dallenn, ha koulskoude eo heñvel-mik o zaliennoù ouzh gwir zelioù daoust ma n'int ket e gwirionez (Delesseria sanguinea).
    • Talienn pe lamina: un organeg blat damheñvel ouzh un delienn
      • skoulmad spor pe sporus
      • war Fukus -- Klogor pe iskonelloù : organegoù e stumm c'hwezhigelloù-aer war an dalienn.
      • war dtali pe jelmestr -- Klogor pe iskonelloù : organegoù e stumm c'hwezhigelloù-aer e-kreiz etre an dalienn hag ar galkudenn.
    • kalkudenn: organeg e stumm un dreuzienn pe un troad. A c'hell bezañ pe get.
    • choch pe gwrizioù: a zo un organeg e penn-traoñ ar galkudenn hag a zo aze da stagañ ar vezhinenn ouzh ur garreg bennak pe zroad ur vezhinenn all.


Ar gouennañ, dibar ha gant doareoù disheñvel eus an eil gouenn bezhin d'eben, a c'hell bezañ pe sekset pe ansekset.

Meur a c'hraer a zo ret kaout a-benn lakaat bezhin da greskiñ. Setu un toullad :

Ar bezhin a vez implijet evit teilañ an douar.

Adalek fin an XIXvet kantved betek ar bloavezhioù 50 e veze graet iod gant bezhin. Gant an iod da skouer, e veze graet louzeier da lakaat war ar goulioù. Ar bezhin a veze lakaet da sec'hañ war an tevenn. Goude-se pa oa sec'h mat ar bezhin, e veze lakaet da zeviñ e-barzh en ur forn kleuziet e-barzh an tevenn. Mein greun az ae da ober ar forn. Ur wech devet ar bezhin e veze tennet diouzh ar forn an torzioù soud ha kaset d'an usin. Chom a ra dilec'hioù fornioù bezhin war vord ar mor.

Implijet e vez bezhin e-leizh evel boued gant pobloù bord ar mor dre ar Bed, dreist-holl e broioù evel Japan ha Korea, met ivez e China, Vietnam, Indonezia, Filipinez, Perou, Taiwan, Proviñsoù Atlantel Kanada, Skandinavia, Iwerzhon, Kembre, Breizh, Bro-Skos, ha kalz a lec'hioù all evel-just. E Groe e vezent implijet d'ober tan; graet e veze bihin-tan anezhe[2]. Ar pioka (Chondus crispus, dreist-holl) a veze implijet evit ober yod. Ne ket sur e veze debret ar bezhin gant an dud. E Bro-Iwerzhon hag e Bro-Skoz e veze debret an tellesk (Palmaria palmata).

  1. Smith, G.M. 1944. Marine Algae of the Monterey Peninsula, California. Stanford Univ., 2nd Edition.
  2. La Croix de l'Ile de Groix, 26a viz Even 1891

Lewis, J.R. 1964. The Ecology of Rocky Shores. The English Universities Press Ltd.

Cabioc'h J., Floc'h J-Y..., Guide des algues de mers d'Europe, 2006, Les guides du naturaliste, Delachaux et Niestlé.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger bezhin er
wikeriadur, ar geriadur frank.