African National Congress
Deiziad krouiñ | 8 Gen 1912 |
---|---|
Anv er yezh a orin | African National Congress |
Anvet da sponter gant | Suafrika, Stadoù-Unanet |
Diazezer | John Langalibalele Dube |
Den e penn an aozadur | Secretary-General of the African National Congress |
Prezidant | Cyril Ramaphosa |
General secretary | Ace Magashule |
Stad | Suafrika |
Ezel eus | Socialist International |
Luskad politikel | kleiz-kreiz |
Ideologiezh politikel | African nationalism, sokial-demokratelezh |
Lec'h diazez | Bloemfontein |
Sez sokial | Luthuli House |
SRGB color hex triplet | 006600 |
Lec'hienn ofisiel | https://www.anc1912.org.za/ |
Rummad evit an izili | Category:African National Congress politicians |
Oberennoù zo en dastumad | Tate |
An African National Congress (ANC) a zo ur strollad politikel eus Suafrika. Emañ e penn ar gouarnamant du-hont abaoe ma vez renet ar vro gant ur gouarnamant dilennet gant ar muiañ-niver (abaoe miz Mae 1994). Embann a ra ar strollad e-unan ez eo "un nerzh urzhiet eus an tu kleiz". A-raok 1994 e oa ar strollad pennañ e-touez ar re a stourme a-enep an Apartheid hag evit gwirioù ar re zu.
Savet e voe ar strollad e Bloemfontein e miz Genver 1912 , dindan an anv South African Native National Congress (SANNC) a-benn difenn gwirioù ar re zu e Suafrika. A-benn seurt tud a oa ennañ : pennoù meuriadoù, sindikalourien, tud a iliz. John Dube e oa rener kentañ ar strollad, hag e-touez e izili kentañ e oa ar barzh Sol Plaatje. Cheñch anv a reas ar strollad e 1923 ha dont da vezañ African National Congress (ANC).
Pa voe diazezet an Apartheid evel doare da c’houarn ar vro e 1948, e krogas an ANC da stourm a-enep an droukziforc’h gant doareoù peoc’hus. E 1960 e voe lakaet an ANC e-maez lezenn. Er bloavezhioù goude e stagas da stourm gant doareoù kaletoc’h a-enep ar gouarnamant : e 1961 e voe savet en e ziabarzh ar gostezenn armet Umkhonto we Sizwe (Goafioù ar Vroad), a dage an arme hag ensavadurioù ar gouarnamant.
Abaoe dibenn an apartheid e 1994 emañ an ANC o c’houarn ar vro. Kresket e oa an dregantad mouezhioù dastumet gant ar strollad e dilennadegoù 1999 ha 2004.
Cyril Ramaphosa, prezidant Suafrika, zo bet e penn an ANC abaoe Kerzu 2017.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) François-Xavier Fauvelle-Aymar, Histoire de l'Afrique du Sud, Seuil, 2006 (ISBN 978-2-02-048003-1)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Lec'hienn ofisiel