Eil milved
../.. • Iañ milved • Eil milved • IIIe milved • ../.. |
XIvet kantved • XIIvet kantved • XIIIvet kantved • XIVvet kantved • XVvet kantved |
XVIvet kantved • XVIIvet kantved • XVIIIvet kantved • XIXvet kantved • XXvet kantved |
Kregiñ a ra an eil milved d'ar 1añ Genver 1001 hag echuiñ a ra d'an 31 Kerzu 2000.
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ar Grennamzer izel
- ar vosenn zu
- an Azginivelezh en Europa
- an industrieladur
- an Impalaerezhioù trevadennel
- an daou vrezel bed
Ijinadennoù, kavadennoù, degasadennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar moullañ gant Johannes Gutenberg
- Al liamm etre Europa hag Amerika ha kartennoù klok kentañ ar blanedenn
- Dizoloadenn an tredan
- Dizoloadenn doareoù kehentiñ nevez (pellarouezerezh diorjal, pellgomzerezh diloc’h hag hezoug, ar Genrouedad...)
- Dizoloadenn an teknologiezhioù nevez (skinwel, urzhiataer, ardivinkoù titredannerezh)
- Deroù ergerzhadeg an Egor hga eroù ar c’hlonañ en eil lodenn eus an XXvet kantved
Sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En em stewiñ a ra Danvez Breizh en Europa e-pad ar Grennamzer (mojenn ar Roue Arzhur, Tristan hag Izold...), o tegas temoù nevez evel ar marc'hegiezh, ar garantez kourtes, an hudouriezh, etc, ha doareoù all da skrivañ evel ar romant, pe er varzhoniezh. Addizoloet eo mojennerezh Henc'hres ha Roma gant Europa adalek an Azginivelezh, o tont da vezañ un eienenn awen vras.
En em ziorren a ra fonnus an arzoù en eil milved, en holl dachennoù : al livadur, ar savouriezh, ar gizelladur, al lennegezh, ar sonerezh, etc.
Relijionoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En em strewiñ a ra ar relijionoù bras : ar gristeniezh, an islam, an hindouegezh, ar voudaegezh. E 1054 eo dispartiet ar gatoligiezh hag an ortodoksiezh gant Skism Kornôg-Reter. Krouet eo ar brotestantiezh er XVIvet kantved.