Mont d’an endalc’had

Auschwitz-Birkenau

Eus Wikipedia
Auschwitz-Birkenau
Kamp-bac'h, Kamp-diouennañ, open-air museum, glad sevenadurel
Rann eusAuschwitz-Birkenau Kemmañ
Deiziad krouiñ1940 Kemmañ
Anvet diwarBrzezinka Kemmañ
StadPolonia Kemmañ
E tiriadBrzezinka Kemmañ
Daveennoù douaroniel50°2′14″N 19°10′31″E Kemmañ
Aozadur mammAuschwitz-Birkenau Kemmañ
Darvoud-alc'hwezsaverezh Kemmañ
Niverenn katalogcamps/2 Kemmañ
Deiziad divodañ27 Gen 1945 Kemmañ
Statud gladelpart of UNESCO World Heritage Site, immovable monument in Poland Kemmañ
Trezalc'herAuschwitz-Birkenau State Museum Kemmañ
Category for the view of the itemCategory:Views of Auschwitz II (Birkenau) Kemmañ
Polish cultural heritage register numberA714/95 Kemmañ
Map
Porched kamp Birkenau

Auschwitz-Birkenau (poloneg: Oświęcim-Brzezinka) a oa ar brasañ aozadur kendastum ha kamp-diouennañ gant an nazied alamaneg, savet ganto war zouar kêr Oświęcim (Auschwitz en alamaneg), 60 kilometr eus Kêr Krakovia (poloneg: Kraków), e Polonia, ur vro aloubet gant an Alamaned en amzer-se. Krouet e voe ar c'hamp gant un SS alaman e miz Mae 1940 ha dieubet e voe gant an Arme Ruz d'ar 27 a viz Genver 1945.

Dindan 5 bloaz, e voe kaset da ludu kement ha 1,3 milion a dud, ken gwazed, ken maouezed, ken bugale, ha 900.000 anezhe kenkent ha diskennet eus trenioù ar marv en Auschwitz-Birkenau. Darn a veze kaset d'ar c'hambreier-gaz, darn all lazhet kenkent a daolioù bistolennoù pe fuzuilhoù. Kalz a varve diwar gleñved, diwar ziouer a voued, diwar arnodoù medisined, pe er c'hambreier-gaz war-lerc'h poanioù gouzañvet a bep seurt.

Auschwitz a zo gwelet evel ar brasañ kamp-diouennañ a-viskoazh, anezhañ arouez al lazhadeg vras kaset da benn gant an Nazied, arouez ar gouennlazh ma voe distrujet 6 milion a dud, 90% anezho yuzevien eus pevar c'horn Europa, hag arouez ar Shoah.

Tri iskamp a oa en Auschwitz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kartenn an tri iskamp
  • Auschwitz I (lazhet ~70 000 den ennañ)
  • Auschwitz II Birkenau (kamp-diouennañ lazhet ~ 1.2 milion den ennañ)
  • Auschwitz III Monowitz (kamp-labour)

Roll komandanted ar c'hamp

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anvioù 13 den diwar daou vilion bennak bet bac'het pe lazhet en Auschwitz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]