Gouennelouriezh
Iskevrennad eus | prejudice, social inequality, bigotry, torfed, Droukziforc'h |
---|---|
Arvez | human race, ethnicity, black solitude |
Den heverk | Aristoteles, Johann Friedrich Blumenbach, Christoph Meiners, Joseph Arthur de Gobineau, Georges Vacher de Lapouge |
Levezonet gant | Impalaerouriezh, Kevalaouriezh, Atlantic slave trade |
Present in work | Uncle Tom's Cabin, To Kill a Mockingbird, Imitation of Life |
Efed | racial discrimination, racial segregation in the United States, apartheid, racial segregation, Dreistbeliouriezh |
Has contributing factor | human zoo |
Pleustret gant | racist |
Anaouder WordLift | http://data.thenextweb.com/tnw/entity/racism |
Enebet ouzh | enep-gouennelouriezh, racial equality, reverse racism |
Ar ouennelouriezh zo ur gredenn pe ur mennozh a zo e bennaenn embann ma vije un urzhaz etre ar rummadoù tud hervez o "gouenn" pe o fobl orin.
Meur a abeg a c'hell bezañ roet : perzhioù ar c'horf, ar boazioù hiniennel pe sevenadurel. Liammet eo ar ouennelouriezh ivez ouzh an estrengasoni, ar spered a-enep an darempredoù etregouenn hag ar spered brizhbroadelour. Diazezet eo war skeudennoù skouer gouennel.
Diwar spered ar ouennelouriezh ez eus bet savet reolennoù kevredigezhel a-wezhioù, diforc'hidigezh dre ar "ouenn", betek mont da feulsterioù evel ar pogromoù, ar gouennlazhoù hag ar puradur kenelel. Berzet eo an diforc'hidigezh dre ar "ouenn" gant al lezennoù e meur a riez, met n'eo ket aes herzel outi e meur a lec'h. Koulskoude ez eus bet er XXvet kantved riezoù ma oa ar ouennelouriezh diazez ur reizhiad diforc'hidigezh : an Trede Reich savet gant an nazied, Unaniezh Suafrika hag un nebeud riezoù stag ouzh an naziegezh e mare an Eil Brezel-bed, evel Bro-C'hall e 1941-1944, Hungaria, Roumania hag all.
Goude an Eil Brezel-bed, p'eo bet anavezet gouennlazh ar Yuzevien renet gant an nazied ez eo bet sellet ouzh ar ouennelouriezh evel un ideologiezh eus ar re fallakrañ, ha berzet eo bet gant al lezenn e Bro-C'hall (lezenn niv. 90-615 an 13 Gouere 1990, lesanvet "lezenn Gayssot"[1]), met n'eus ket tu da gaout ur c'henasant evit termeniñ ez-ofisiel ha gouennelour eo an den-mañ-den, ar strollad-mañ-strollad.
Ar ouennelouriezh a c'hell bezañ mammenn d'ur brezel diabarzh.
-
Murambi, Rwanda : kelanoù balzamet a-c'houde gouennlazh 1994.
Levlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Wacquant, Loïc. Jim Crow – Le terrorisme de caste en Amérique. Paris : Raison d'Agir, 2024 (ISBN 979-10-97084-38-7)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) 'Légifrance'. Kavet : 29 Ebr 24.