pouezañ
Neuz
Brezhoneg
- Savet diwar an anv-kadarn pouez hag al lostger -añ
- Meneget er C'hatolikon (poesaff).
- Da geñveriañ gant ar verboù pwyso en kembraeg, posa en kerneveureg.
Verb
pouezañ /ˈpweːzã/ verb kreñv eeun (anv-gwan-verb : pouezet) (displegadur)
- Muzuliañ pouez un dra bennak
- Pouezet ho-peus ar pesked ? — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 426.)
- (Difetis) Priziañ, muzuliañ talvoudegezh un dra bennak.
- — Ober a rin va zonj dizale, p'am bo bet amzer da boueza ha da ziboueza hoc'h aliou. [...]. — (Ivon Krog, Eur Zac'had Marvailhou, Buhez Breiz, Kemper, 1924, p. 22.)
- Piou a c'hallo biken poueza e balans ar vuhe talvoudegez eur vennoz (?) a garante war spered ha war galon eun den yaouank. — (Fañch al Lae, Bilzig, Kemper, 1925, p. 180.)
- « [...]. Poueza a rit en ho tourn ar mad hag an droug, ha gouzout a rit e pe du emañ ar wirionez. [...] ». — (Jakez Riou, Troiou-Kamm Alanig al Louarn I, Gwalarn niv. 89, Ebrel 1936, p. 53.)
pouezañ war verb kreñv dieeun
- Gwaskañ (fetis pe difetis).
- Gant an torfedou niverus a boueze war e goustiañs, Alanig ne gare ket nemeur dont da renta kont eus e daoliou kamm d'e enebourien douet. — (Jakez Riou, Troiou-Kamm Alanig al Louarn I, Gwalarn niv. 89, Ebrel 1936, p. 9.)
- Pa bouezan war ma dant klañv, hennez a ro eur vazad din-me ! — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 427.)
- Distagañ e doare da sachañ evezh war ur ger, ur gomz ...
- Santez Roza enn eur brezeg a boueze var ar zentidigez a dle ann holl gristenien d'ar pab. — (Gabriel Morvan, Buez ar Zent, Brest, 1894, p. 609.)
- Pa lavaran deoh, emezañ, hag hennez a boueze war e her, evel-se.... — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 427.)
pouezañ verb gwan
- Bezañ ur pouez bennak ennañ.
- Ar skeuden a boueze eiz pe nao c'hant lur. — (Yann-Vari Perrot, Erwan ar Moal, Bue ar Zent, Montroulez, 1912, p. 585.)
Doareoù-skrivañ all
- En doare-skrivañ etrerannyezhel e vez skrivet pouesañ.
Deveradoù
Gerioù kevrennek
Troioù-lavar
Troidigezhioù
Muzuliañ pouez un dra bennak
Gwaskañ