pemp
Neuz
Brezhoneg
- Diwar pemp en henvrezhoneg
- Meneget er C'hatolikon (pemp).
- Da geñveriañ gant ar gerioù pump en kembraeg, pymp en kerneveureg, cúig en iwerzhoneg, pempe en galianeg
Anv-gwan pegementiñ
pemp /ˈpɛm(p)/
- Pevar mui unan (dirak an anvioù-kadarn unan)
- A-wechoù koulskoude, pa glañve ar vamm-gozh, ha ret dezhi chom war he gwele gant ar remm, Yun a yae, bep lun, d'ar vorc'h, da gerc'hat ur bara a bemp lur. — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 31.)
- — Na vez ket re ziwezhat, te oar emañ ar c'harr da bemp eur, eme an Aotrou Kerlaban. — (Ronan Huon, Ar Gwennili-mor, Al Liamm niv. 77, Du-Kerzu 1959, p. 408.)
Troioù-lavar
- bezañ seder evel pemp gwenneg
- klask pemp troad d'ar maout
- soursial ouzh e bemp krampouezhenn
- lavarout pemp ha pevar.
Anv-kadarn
pemp gourel, liester ioù (a-wezhioù)