goar
Neuz
Brezhoneg
- (Anv-kadarn) Eus gwar gant un emdroadur ster : kromm — uvel — kuñv — gorrek[1].
- (Furm anv-kadarn) : Eus koar gant ur c'hemmadur dre vlotaat.
- (Furm verb) (1530) Goar e krennvrezhoneg[2], a vefe deuet eus ar ger kentvrezhonek *wọir (da geñveriañ gant ar ger kembraek gŵyr)[3] aet da gouer, goer e gwenedeg[4].
Anv-kadarn
goar /ˈgwɑːr/ (furm vihanaat lies goarigoù)
- Amzer vak ha dibres.
- Dedennet-bras eo gant al livouriezh, ha livañ a ra en e eurvezhioù goar, pa ne vez ket war-dro an aferioù en e vurev kourater, e Pariz. — (Herve Gouedard, Paul Sérusier, ul livour e Breizh, Al Liamm, miz Du 2013, p. 65.)
- Gorregezh.
- Àr he goar d’ar gêr emañ aet. — (Henri Guillerm, Loeiz Herrieu, Men dous e-barzh Recueil de Mélodies Bretonnes recueillies dans les campagnes, a. Davis, Kemper, 1908 ?, p. 36.)
Deveradoù
Troidigezhioù
Furm verb
Kemmadur | Furm |
hep | goar |
dre vlotaat | oar |
amreizh | oar |
goar /ˈgwɑːr/
- Furm ar verb gouzout e trede gour unan an amzer-vremañ, en doare-disklêriañ, hep kemmadur :
- war-lerc'h hen (gwelout hen goar)
- − [...], Doue hepken hen goar [...]. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 250.)
- − Nikun n'hen goar, eme an ostizez, [...]. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 107.)
- Ar sent hen goar ervat. — (Sant Liguori, troet gant Gabriel Milin, Penaos karet Jezus-Krist, Brest, 1900, p. 132.)
- war-lerc'h her (gwelout her goar)
- — [...]. Hini ac'hanomp n'her goar, hag ar re a zigas bevanz d'eomp, ne c'houzont ket ken nebeut, her goulenn em beuz great diganto. [...]. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 105.)
- Gant ur c'hemmadur g/o (gwelout ne oar) :
- Ha goulskoude, piou oar? — (Lan ar Bunel, Laouig ar Penker eun danvez beleg, Moulerez straed ar C'hastell, Brest, 1929, p. 8.)
- Gant ur c'hemmadur g/c'h :
- [...] ; ne c'hoar den. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 297.)
- — Doue am zelaou hag a c'hoar ne lavaran ket a c'hevier. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 277.)
- ... ar re a c'hoar' ..., Kenteliou Persoun Ars, 3
Furm anv-kadarn
goar /ˈgwɑːr/
- Furm kemmet an anv-kadarn koar.
Roll an daveoù :
- [1] : Lexique Étymologique des termes les plus usuels du Breton Moderne, p. 135.
- [2] : Grand Mystère de Jesus, embannet e 1865 gant Kervarker diwar an embannadur kentañ e 1530, 196b.
- [3] : Kenneth Jackson, A Historical Phonology of Breton, The Dublin Institute For Advanced Studies, 1967, p. 436
- [4] : Kartenn niverenn 238 an ALBB : kartenn 238