nevez
Neuz
Gwelet ivez : Nevez, nevez- |
Brezhoneg
- Diwar neuid en henvrezhoneg.(Daveoù a vank)
- Meneget er C'hatholicon (1499): neuez.[1]
- Da geñveriañ gant an anvioù-gwan newydd en kembraeg, noweth en kerneveureg, nua en iwerzhoneg, nouios en galianeg.
Anv-gwan
Derez | Furm |
Derez-plaen | nevez |
Derez-uheloc'h | nevesoc'h |
Derez-uhelañ | nevesañ |
Derez-estlammiñ | nevesat |
nevez /ˈnɛvɛs/[2], /ˈneves/[3], /ˈneːve/[4], /ˈneːwe/[5], /ˈneo/[6], /ˈnœɥ/[7], /ˈneː/[8], /nəˈɥe/[9]
- Degouezhet n'eus ket pell.
- [...], abalamour ma ne falveze ket dezho sentiñ ouzh al lezennoù nevez : [...] — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 11.)
- Al loar nevez.
- Graet n'eus ket pell amzer.
Doareoù-skrivañ all
- En doare-skrivañ etrerannyezhel e vez skrivet newez.
Gerioù enepster
Deveradoù
Gerioù kevrennek
Anvioù-lec'h
Troidigezhioù
- An [s] dibenn ne vez distaget nemet e Bro-Leon.
- Gwelet kartenn an ALBB.
Adverb
nevez /ˈnɛvɛs/, /ˈneves/, /ˈneːve/, /ˈneːwe/, /ˈneo/, /ˈnœɥ/, /ˈneː/, /nəˈɥe/
- → Termenadur da glokaat (Ouzhpennañ)
- nevez zo
- nevez varvet pe nevez-varvet
- nevez vet pe nevez-vet
- nevez c'hanet pe nevez-c'hanet
- nevez c'hraet
- nevez halet
- nevez diskaret
- nevez toullet
- Ar marc'h a yeas dre ar vali greiz, a lammas dreist peder pe bemp regennad bezioù hag a gouezhas e-kichen ur bez nevez toullet. — (Anatol ar Braz, lakaet e brezhoneg gant Erwan ar Moal, Mojenn an Ankou, Mouladurioù Hor Yezh, 1986, p. 21.)
- nevez dremenet
- Eus an traoù kozh em bez soñj, eus an traoù nevez-dremenet n’em bez ket. TBP 3/192
Gerioù kevrennek
Anv-kadarn
nevez (liester: nevezioù)
- morad, mare-mor
- Hemañ n'eo ket un nevez mat, un nevez bihan eo. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 377.)
- En nevez bras all e oan bet oc'h ormela, — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 377.)
- Ma ne dorr ket an avel diwar an nevez a vo dirgwener ne vo mann en douar, — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 518.)
- Me am eus graet un nevez mat en nevez all, — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 377.)
- Gant an nevez bras diwezhañ e oa tremen mil den en aod oc’h ormela, — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 540.)
- Tri deiz goude an nevez e vez ar mor en e wellañ. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 117.)
Troidigezhioù
Roll an daveoù :
- ↑ Jehan Lagadeuc, Neuez, Le catholicon en troys langaiges scavoir est breton franczoys et latin, 1499, war lec'hienn ar Bibliothèque nationale de France.
- ↑ E Rosko, Santeg, Plouziri, An Dre-Nevez ha Kastell-Paol, "nevez" distaget [ˈnɛvɛs], Banque Sonore des Dialectes Bretons
- ↑ E Landivizio, "nevez" distaget /ˈneves/, Banque Sonore des Dialectes Bretons
- ↑ E Plougoñ hag An Dre-Nevez, "nevez" pe "névé/neve" distaget /ˈneːve/, Banque Sonore des Dialectes Bretons
- ↑ E Servel, "nevez" pe "newe" distaget /ˈneːwe/, Banque Sonore des Dialectes Bretons
- ↑ E Nevez, Nizon, Mêlwenn ha Molan, "nevez" pe "néo/neo" distaget [ˈneo] pe [ˈne̝o], Banque Sonore des Dialectes Bretons
- ↑ E Nevez ha Tregon, "nevez" pe "neù/neu" distaget [ˈnœɥ] pe [ˈnœ̝ː], Banque Sonore des Dialectes Bretons
- ↑ E Laz, Nevez ha Kloar-Fouenant, "nevez" pe "ne/nê" distaget /ˈneː/ pe /ˈneˑ/, Banque Sonore des Dialectes Bretons
- ↑ E Kervignag hag en Ignel, "nevez" pe "neùé" distaget /nəˈɥe/, Banque Sonore des Dialectes Bretons