mirout
Neuz
Brezhoneg
Verb
mirout /ˈmiːrut/ verb kreñv eeun (anv-gwan-verb : miret) (displegadur)
- Chom hep teurel pe hep dilezel un dra bennak, delc'her anezhañ.
- [...] goude beza grêd sin ar Groaz gand an dour binniged mired er podig, er pinsinig, staged ouz ar gwele-kloz pe ouz ar voger tost d'ar gwele. — (Tad Medar, An Tri Aotrou, 1981, p. 57.)
- « Va zad a vefe laouen-bras ouz ho mirout en e gompagnunezh. » — (Jakez Konan, Ur marc’hadour a Vontroulez, Al Liamm, 1981, p. 96.)
- mirout ar saout (ral) : diwall ar saout
- — « Mirout ar saout amañ a zo diaesoc'h evit na gav deoc'h, [...]. » — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 143.)
- chom hep ober un dra bennak.
- Deomp da ganañ un abadenn pa n'omp ket evit miret . Pemp warn-ugent, Frañsoù Menez ha Loeiz Roparz.
- ...evit mirout bezañ klevet gant ar re all. — (Brogarour, Onenn, Gwengamp, 1936, p. 54.)
- Herzel.
- mirout ouzh unan bennak da ober un dra bennak, pe mirout ouzh un dra bennak da ober un dra bennak : ober e doare ma ne vefe ket graet an dra-se gant den pe tra.
- Ur mouchouer brodet liv roz hag he deus taolet war he divskoaz evit bleniañ hag en aviz mirout outañ da vezañ louzet. — (Brogarour, Onenn, Gwengamp, 1936, p. 52.)
- An tieg kozh a lavaras ne virje ket ouzh e verc'h da zimeziñ gant an hini a garje. — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 12.)
Troioù-lavar
- da virout
- mirout ouzh unan bennak a ober un dra bennak
- mirout ouzh un dra bennak
- mirout ouzh un dra bennak da ober un dra bennak
Troidigezhioù
Delc'her
Chom hep
Mirout ouzh ... da ...