kerkoulz
Neuz
Brezhoneg
Adverb
kerkoulz /ˈkɛrkuls/
- Ober un dra kerkoulz hag un den all:
- kerkoulz ha
- ... neuze, kerkoulz ha bremañ, e vije kavet, e-touez an noblañs, evel e-touez ar goueriaded, martoloded kalonek a-walc'h... — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 19.)
- Her c'hompren a rit kerkoulz ha me... — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 151.)
- Her gouzout a rit kerkoulz ha me, tud difeiz ne droont james kein da ijin ebet, mat pe fall, evit dont a-benn eus o zaol : pep hent a zo mat dezho gant ma c'hellint tapout o c'hrog. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 13.)
- Evel a welit , e soñjen er c'holl kerkoulz hag er gounid. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 81.)
- En ilizoù, kerkoulz ha dre-holl, ar veleien a dle krial, hag a grio bepred a-enep an dud fall hag ar falskredennoù. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 217.)
- Dinec’h e oant diwar-benn madoù ar bed kerkoulz ha diwar-benn o oad a gerzhe, a-zoug e gamm, ker goustadik hag ar stêr vihan e-touez bleuñv ar prad. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 55.)
- kerkoulz evel
- E leandi Sant-Albin, hennezh oa anv ar gouent savet gant an Aotrou Olier Lambal, hag a gomzan anezhi, e leandi Sant-Albin oa digor an nor d'an holl ; kerkoulz d'ar pec'her paour a deue di d'en em zisammañ eus e bec'hedoù e-harz treid ur c'hofesour karantezus, evel d'ar paour ezhommek n'en doa tamm da zebriñ e-unan, na griñsenn da reiñ d'e vugale. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 33-34.)
- ... kerkoulz war ar maez evel e kêr ... — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 151.)
- kerkoulz ha pa
- ... kerkoulz ha pa vije bet en e wele, e ti e dad — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 85.)
Gerioù heñvelster
Deveradoù
Troidigezhioù
- galleg : aussi bien (fr)