Mont d’an endalc’had

holl

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.
Eilstummoù tipografek Gwelet ivez : holl-

Brezhoneg

Etimologiezh

Raganv-gour

  1. war-lerc'h ar ger-mell:
    • an holl, da lavarout an holl dud
    • « Gwir eo, » eme an holl. KBSA
    • Kousket eo an holl en ti e-giz aelez, nemet Annaig a zo war-sao o c’hortoz Laou. KBSA
  2. hep ar ger-mell:
    • Selaouit holl.
    • "Pedomp", emezomp holl neuze.

Anv-gwan

  1. war-lerc'h an anv-kadarn: ar bed holl, an dud holl;
  2. war-lerc'h ar ger-mell,
  3. hep ar ger-mell, dirak un anv-kadarn
  4. hep ar ger-mell, war-lerc'h un anv-kadarn
  5. implijoù all
  6. war-lerc'h ar perc'hennañ
    ma holl, va holl
    da holl
    e holl
    he holl, hec'h holl
    hon holl
    hoc'h holl
    o holl
  7. hep ar ger-mell
    • Holl dud an ti, holl loened ar vro, holl vugale ar barrez.
    • Holl dud ma zi zo kontant da vonet da destoù, SBI 2/252
    • Kinniget eo, da gentan, da holl labourerien ha micherourien Breiz-Izel... d'am holl gerent PIPI GONTO 1902/V
    • Ma ne oa ket aet holl barrez Lotei da Garreg-al-Louarn, e oa aet di evelato kalz a dud eus Lotei : [...]. — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 80.)
    • Al levenez hag an doan a vez rannet etre holl dud an ti evel ma vez rannet etrezo an hevelep torzh vara. — (Brogarour, Onenn, 1936, p. 39.)
    • D'ar sul, eil a viz here (holl Lanneverniz a zalc'has soñj mat eus an deiz-se), e pakas Nikolaz e hanterkantvet bloavezh. — (Jakez Konan, Lannevern e kañv ha danevelloù all, Al Liamm, 1980, p. 15.)
  8. en troiennoù
  9. War-lerc'h ur verb displeget.
    • An aotrou maer, ar fabrisianed, kuzulierien an ti-kaer a vezo holl amañ warc’hoaz… KBSA

Troioù-lavar

Krennlavaroù

Rimadelloù


Adverb

holl

  1. E penn kentañ ur frazenn, dirak ar verb displeget el liester:
  2. War-lerc'h ur verb displeget el liester:
  3. Implijoù all: adverb war-lerc'h un araogenn displeget el liester :
  4. War-lerc'h un anv-kadarn (evel anv-gwan?):
  5. (War-lerc'h un anv-gwan pe anv-gwan-verb) : penn-da-benn

Rimadelloù

    • Yec'hed deomp holl, Hemañ zo 'vont da goll!


Kembraeg

Etimologiezh

  1. Eus oll.

Anv-gwan

holl

    • yr holl blant
      An holl vugale

Deveradoù