Mont d’an endalc’had

gwad

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Etimologiezh

(anv-kadarn 1) :
Kavet en henvrezhoneg (gouet).
Meneget er C'hatolikon (goat).
Da geñveriañ gant ar gerioù gwaed en kembraeg, gos, goes en kerneveureg (gerioù heñvelster).
(anv-kadarn 2) :
Kavet en krennvrezhoneg (goat).
Da geñveriañ gant ar ger kembraek gwad (ger heñvelster).

Anv-kadarn 1

gwad /ˈɡwɑːt/ hollek gourel

  1. (Korfadurezh) Dourenn ruz ret d'ar vuhez. Redek-diredek a ra er gwazhied.
  2. kig ha gwad
  3. ober gwad fall
  4. Gouenn, lignez.
  5. Sev.

Deveradoù

Gerioù kevrennek

Troidigezhioù

Liñvenn ruz ar c'horf
Sev

Anv-kadarn 2

gwad /ˈɡwɑːt/ gourel

  1. (lennegel) Dinac'h.
    • Ned eus gwad. (krennvrezhoneg)

Troidigezhioù

Troioù-lavar

  • Bezañ gwad dindan ivinoù unan bennak : bezañ taer
    • Tud ar vro-ze a zo gwad dindan o ivinou, ha n'eo ket Saozon fall a rafe da verc'hed Breiz zoken tec'het birviken en o raok. GWECHALL-GOZ E OA... gant G. MILIN, MAP ROUE EN HIBERNI, pajennoù 36-37
  • dont ar gwad dindan ivinoù unan bennak

Gwelet ivez

  • Ar pennad « gwad » e-barzh Wikipedia Pennad war Wikipedia