Mont d’an endalc’had

gast

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.
Eilstummoù tipografek Gwelet ivez : Gast

Brezhoneg

Etimologiezh

Dont a rafe ar ger gast eus ar ger henvrezhonek gast, a gaver ivez e kembraeg.
  • E brezhoneg e talveze moarvat, evel e kembraeg, evit al loen, parez ar c'hi, a-raok talvezout ivez evit ur plac'h.
  • An daou ster zo chomet gant ar ger kembraek, evel er saozneg "bitch".
  • E brezhoneg ne dalv nemet evit ur plac'h ken, ha savet eo bet ar ger kiez, diezhomm e kembraeg.
Hervez ar gelennerien Le dû ha le Berre e teufe eus an anv-gwan krennc'hallek gast.

Anv-kadarn

gast /ˈɡast/ benel (liester gisti, gastoù (ral), gasted (ral) - furm vihanaat gastig)

  1. Plac'h a gousk gant paotred evit arc'hant. Ur vicher gozh eo, brudet da vezañ an hini goshañ war an douar.
    • Mont da c'hast: mont d'ober ar vicher.
    • Forsañ al leanez da vont da c'hast goude. — (Louis Eunius, 1028.)
    • C'hoari he gastig : mont gant paotred.
    • Mar larez ur ger ken, leanez gast ha laer Ec'h aio ma botez didamant ouzh ho revr. — (Louis Eunius, 571-572.)
  2. Kunujenn.
  3. (heuliet gant an araogenn a) Ger a dalvez da ziskouez an heug pe an displijadur ouzh un dra bennak.
    • Gast a vicher !
  4. (Estlammadell dinerzh) A verk ar souezh, pe un tamm displijadur:
    • Gast! kouezhet eo adarre!

Deveradoù

Troioù-lavar

Gerioù heñvelster

-renadenn anv-gwan

  • Kenderv-kompez pa bresti
    Ha mab ar c'hast pa c'houlenni. — (Jarl Priel, Amañ hag Ahont, Al Liamm, 1957, p. 95.)

Troidigezhioù

Anv-gwan

gast /ˈɡast/

  1. Fall.
    • Ober e benn gast : ober e benn fall.

Estlammadell

gast /ˈɡast/

  1. Ger eztaolet e-unan pe a-gevret gant gerioù all diwar souezh, fulor, aon, displijadur, ...
  2. Kunujenn.

Deveradoù

Troidigezhioù

Adverb

gast /ˈɡast/

  1. En un doare fall.
    • Kaozeal gast : kaozeal fall, vil, drouk, evel ma rafe ur c'hast.
  2. Da vat.
    • Chistr fall-gast.
    • - Dont a ri ?- Ya gast !
    • Ya, gast ! Jos al Louarn… An eil, war an trede renk. — (Jakez Riou, Nomenoe oe !, Skrid ha Skeudenn, 1941, p. 99.)
    • Ne vi ket klañv ? - Nann gast !


Henc'halleg

Etimologiezh

Diwar ar verb gaster.
Diwar ur wrizienn latin hag ur wrizienn frankek. Eus an anv-gwan latin vastus hag ar ger henfrankek *wuasti, kar d'ar ger saoznek waste, d'ar ger alamanek Wüste. Kar d'ar verboù portugalek ha spagnolek gastar .


Kembraeg

gast

  1. kiez
  2. gast