Mont d’an endalc’had

izelaat

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.
Stumm eus an 25 C'hwe 2023 da 19:37 gant Beurleudiskobol (kaozeal | degasadennoù)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)

Brezhoneg

Etimologiezh

Diwar an anv-gwan izel hag al lostger kevrennek -aat (diwar -a hag -at).

Verb

izelaat /izeˈlɑːt/ verb gwan ha verb kreñv eeun (anv-gwan-verb : izelaet) (displegadur).
. I. verb gwan

  1. Dont da vezañ izeloc'h.
  2. Treiñ war-du ar c'hreisteiz (diwar-benn an avel).
    • Izelaat a reas an avel
  3. (dre skeudenn-lavar) Nebeutaat ; digreskiñ
  4. (dre skeudenn-lavar) Dont da vezañ gwanoc'h abalamour d'an oad

II. verb kreñv eeun

  1. Izelaat un dra bennak : lakaat un dra bennak da vezañ izeloc'h
  2. Izelaat tud, broioù : lakaat anezho war ur renk izeloc'h
    • « [...] : kement den a glasko izelaat Sagremor dirazon em c'havo war e hent, [...]. » — (Langleiz, Romant ar Roue Arzhur/levrenn I : Marzhin, Al Liamm, 1975, p. 105.)
  3. (dre skeudenn-lavar) Bihanaat brud (unan bennak), an doujañs a vez evit (unan bennak) ; disteraat (diwar-benn an dud)

Gerioù enepster

Troioù-lavar

Troidigezhioù