Mont d’an endalc’had

Yehoahaz

Eus Wikipedia

Goude ma voe bet lazhet e dad Yoshia gant Nec'ho, roue Egipt, e Megido e voe olevet Yehoahaz da roue Yehouda e 609 KJK hervez an Tanac'h.

Setu ar pezh a gaver en Eil Levr ar Rouaned :

« Tri bloaz warn-ugent en devoa Yehoahaz pa renas, ha tri miz e Jeruzalem. Anv e vamm a oa Hamoutal, merc'h Yirmia, eus Livna. Ober a reas ar fall ouzh daoulagad an Aotroù, a-grenn evel m'en devoa[1] graet e dadoù. Ereet e voe gant ar Faraon Nec'ho e Rivla, e bro Hamat, ma ne renje ket e Jeruzalem; hag e voe tell-gatizet ar vro a gant talant arc'hant hag un[2] talant aour ; Hag e voe laket da ren, - gant ar Faraon Nec'ho – Eliakim, mab Yoshia, e-lec'h Yoshia, e dad, ha troet e anv en Yehoyakim. Ha Yehoahaz, tapet ha kaset d'an Ejipt, a varvas du-hont ».

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. skrivet evel-se e troidigezh An Tour-Tan, eil levrenn, p 195 (2R 23, 32) ; reishoc'h e seblant bezañ « o devoa » a gaver pelloc'h (2R 23, «37 a-zivout Yehoyakim
  2. (fr) E « La Sainte Bible », Cerf, 1961, e kaver « dix talents d'or » p 396