Mont d’an endalc’had

Winnipeg

Eus Wikipedia

Winnipeg eo kêr-benn proviñs Manitoba, e Kanada. Seizhvet kêr vrasañ Kanada eo, hag an hini vrasañ eus kreiz ar vro. Annezet eo gant 727 500 (2016). Emañ kêr Winnipeg e kember ar stêrioù Red River (Rivière Rouge) hag Assiniboine, nepell diouzh al lenn Winnipeg. Rust e vez an amzer eno (war-dro -19 °C well-wazh e miz Genver, ha 19,7 °C e miz Gouere) hag unan eus kêrioù bras yenañ ar bed eo.

Dont a ra anv kêr Winnipeg eus an anv-lec'h kreek ᐄᐧᓂᐯᐠ, wînipêk, a dalvez kement ha « dour du », « dour lous ».

632.837 a dud a oa e 2006, 633 617 annezad a oa e 2011, hag hervez niveradeg 2016 e oant kresket da 727 500. Saozneger a-vihanik eo 95% anezho. Ar galleg (yezh ofisiel all Kanada), an filipineg, an alamaneg, ar pandjabeg hag an ukraineg a zo e-touez ar yezhoù komzet all. 64% eus an dud a zo kristen.

Gwel eus karter The Forks, e kember an div stêr