Uithoorn
Uithoorn (distagañ :[1]) a zo ur gumun hag ur gêr e proviñs Noord-Holland en Izelvroioù. 19,49 km² eo gorread Uithoorn (douar : 18,29 km², dour : 1,2 km²) ha d'an 31 a viz Mae 2009 e oa 27 933 annezad enni. Ar c'hêrioù, kêriadennoù ha distrigoù da-heul a ya d'ober kumun Uithoorn : De Kwakel hag Uithoorn.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er Grennamzer e veze implijet an anv De Uithoorn (pe De Uythoorn) da envel lec'hioù izelañ deandi Sant Yann. Savet e voe Uithoorn tro-dro d'al lez-varn. Bevañ a rae an dud diwar al labour-douar, met paour e oa an douar. E-tro 1600 e krogas an dud da doullañ an douar da gaout taouarc'h. Diwar se e teuas lennoù, lakaet da bolderioù diwezhatoc'h. E-pad ar brezel etre Frañs hag an Izelvroioù e voe kreñvaet Uithoorn e 1672 (nederlandeg : rampjaar, da lavaret eo bloavezh ar gwallreuz). Da vare ar Republik Batav e vo kendeuzet Thamen en Uithoorn. War wellaat ez eas armerzh Uithoorn en XIXvet kantved, ha meur a embregerezh a zeuas d'en em staliañ eno, re gimiezh en o zouez. E dibenn an XIXvet kantved e voe adtapet meur a lenn, da greskiñ gorread an douaroù ma c'halle an dud gounit.
E-tro 1885 e voe kreñvaet ar vro tro-dro da Uithoorn, ul lodenn eus Stelling van Amsterdam e oa al labourioù-se. An hent-houarn a dizhas Uithoorn e 1915.
Kreskiñ buan a reas Uithoorn goude an Eil Brezel-Bed : karter Thamerdal a voe savet e 1948, ha da-heul e voe savet Zijdelwaard (1960), Legmeer (1972), Meerwijk-West ha Meerwijk-Oost (1985). Ur greizenn-genwerzh a voe savet e kreiz-kêr e 1991.
Kuzul-kêr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E kuzul-kêr Uithoorn ez eus 21 dileuriad :
- VVD - 6 dileuriad
- CDA - 5 dileuriad
- Gemeente Belangen - 5 dileuriad
- PvdA - 3 dileuriad
- D66 - 1 dileuriad
- GroenLinks - 1 dileuriad
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |