Mont d’an endalc’had

Purmerend

Eus Wikipedia
Lec'hiadur Purmerend
Banniel Purmerend
Ardamez Purmerend
Krugell oadoù Purmerend (01/01/2008)

Purmerend (distagañ :[2]) a zo ur gumun hag ur gêr e proviñs Noord-Holland en Izelvroioù. 24,56 km2 eo gorread Purmerend (douar : 23,74 km2, dour : 0,82 km2). D'an 31 a viz Mae 2009 e oa 78 846 annezad enni. Tro-dro da bPurmerend ez eus polderioù evel hini Purmer, Beemster ha hini Wormer. Dont a reas Purmerend da vezañ kreiz kenwerzh ar rannvro, daout ma keskas goustad he foblañs. Er bloavezhioù 1960 e krogas ar boblañs da greskiñ, eus 10 000 den betek ouzhpenn 70 000. Kreskiñ a reas ivez an niver a diez, da lojañ tud a labour en Amsterdam. Kenderc'hel a ra ar c'hresk hiziv an deiz[1]. An distrigoù da-heul a ya d'ober kumun Purmerend : Centrum ('het stadje'), Zuiderpolder, Overwhere-Noord, Overwhere-Zuid, De Gors, De Gors-Zuid, De Gors-Noord, West, Purmer-Zuid, Purmer-Noord, Wheermolen, Weidevenne, Baanstee-West, Baanstee-Oost, Baanstee-Noord, De Koog, Molenkoog ha Hazepolder. E kumun Purmerend emañ ivez Purmerbuurt hag ul lodenn eus Purmer (Purmer a zo rannet etre Edam-Volendam ha Waterland).

Purmerend a voe savet diwar ar gêriadenn pesketaerien anvet Purmer, hag a zo etre teir lenn : Purmermeer, Beemstermeer ha Wormermeer. Purmerend a voe savet gant ur bankour pinvidik eus Amsterdam, Willem Eggert e anv. E 1410 e voe aotreet da sevel e gastell dezhañ, Slot Purmersteijn e anv, gant ar c'hont Willem VI Holland. Chanter sevel ar c'hastell a voe echu e 1413[2] ha distrujet e voe e 1741[3] E 1434 e voe roet gwirioù-kêr da bPurmerend. D'an 21 a viz Ebrel 1484 e voe roet “marktrechten”, da lavaret eo gwir da aozañ daou varc'had ar bloaz (“jaarmarkten”) hag ur marc'had sizhuniek (“weekmarkt”) gant ar c'hont Jan van Egmond.[2][4][5] Ar pezh a dalveze e c'helle gwerzherien diavaez Purmerend kinnig o marc'hadourezh er marc'had. A-raok 1484 e veze aotreet gwerzhañ boued da boblañs Purmerend nemetken.[6].

Slot Purmersteijn
Purmerend e 1674

E 1500 e oa kresket Purmerend da vat, evel ma c'haller gwelout war gartennoù savet d'ar mare-se. Pa voe dizouret Beemstermeer e 1612 ha Purmermeer e 1622 e voe kollet kalz lec'hioù pesketa. Met pinvidik e oa an tachennoù gounezet war an dour, neuze e reas berzh Purmerend en-dro, hag ar brzh-se a oa diazezet war al labour-douar. D'ar 14 a viz Mae 1940 e voe aloubet Purmerend gant ar Wehrmacht, ha dieubet e voe d'an 9 a viz Mae 1945 gant arme Kanada[7]. E 2003 e voe lakaet Purmerend da gKermisstad van Nederland[8] (kêr foar an Izelvroioù) e 2003. Ouzhpenn ar foar ez eo brudet Purmerend peogwir e vez aozet enni ur marc'had chatal (deñved ha saout dreist-holl) anvet. Difennet e voe pa voe kleñvedoù-red e-touez al loened (1995 – 2001) hag aotreet en-dro e miz Genver 2002.[4].

Skeudenn eus Purmerend tapet eus ul loarell

Purmerend a zo lec'hiet en un tiriad gleborek anvet Waterland. Pa grogas an dud da labourat an douar e oa taouarc'h anezhañ dreist-holl, hag e touljont fardelloù kenstur an eil egile da zizourañ an douar. Met kregiñ a reas an douar da sankañ en dour, neuze e voe dalc'hmat an dud o stourm ouzh an dour, ha tost dibosupl e voe kenderc'hel da labourat an douar. Ar pezh a dalveze ivez e oa ret sevel kement savadur raktreset war douaroù artifisiel pe war dorgennoù.

Transportoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tramplein

Kirri-boutin Purmerend a gas da Amsterdam, hag un tren a zo da vont di ivez, dre Zaandam.

Tri zi-gar a zo e Purmerend : Purmerend Weidevenne, Purmerend ha Purmer Overwhere. "Tramplein" eo anv ti-gar kirri-boutin Purmerend.

E kuzul-kêr Purmerend ez eus 35 dileuriad :

Strollad:
PvdA
VVD
Leefbaar Purmerend
SP
CDA
AOV
Stadspartij P'93
GroenLinks
D66 || Dileuridi:
9 dileuriad
6 dileuriad
5 dileuriad
4 dileuriad
3 dileuriad
3 dileuriad
2 zileuriad
2 zileuriad
1 dileuriad

Bet ganet e Purmerend

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.