Mont d’an endalc’had

Uhuru (loarell)

Eus Wikipedia
Uhuru (Loarell evit evezhiañ ar skinoù X)

Uhuru e oa bet ar c'hentañ loarell kaset a-ratozh-kaer evit studi ar skinoù X e steredoniezh. Graet e veze anezhañ ivez : X-ray Explorer Satellite, SAS-1, pe Explorer 42.

An arsellva egor-se a oa kaset d'an 12 a viz Kerzu 1970 war ur gelc'htro a 560 km douarbellvan, 520 km nesdouarvan, 3 derez stou, gant ur prantad 96 munut. Echuiñ a reas e labour e miz Meurzh 1973. Talvezet en deus da sevel ar c'hentañ katalog reizhiadek eus an holl vammennoù skinoù X en oabl. Meur a gantad mammennoù zo bet anavezet ha dielfennet a-drugarez dezhi.

Anv al loarell, "Uhuru", eo ar ger Swahili a dalvez "frankiz". Badezet e oa bet evel se evit trugarekaat degemer Kenya el lec'h ma voe taolet war gelc'htro.

Kaset e veze e evezherezh da benn gant daou añcher e takad an 2-20 keV, gant un harz kizidigezh a 1.5 X 10-11 ergs/cm2/s (da lâret eo 5 X 10-4 eus red Nivlennad ar C'hrank). An daou añcher o doa 10% ampled e takad an 2-20 keV. Dont a rae an harz nemetañ eus ur skramm-gwrez tanav hag eus boullded an tarzhelloù evezherezh e beriliom.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.