Chrétien de Troyes
Neuz
Chrestien de Troyes, pe Chrétien de Troyes (~1130 - ~1185) zo ur skrivagner gallek eus dibenn an XIIvet kantved hag en deus skrivet diwar-benn mojennoù An Daol Grenn ; gantañ e vije bet krouet an haroz Lanselod, hervez ar vrud, met roud eus ar marc'heg-se a gaver koulskoude e skridoù koshoc'h. Bez' ez eo unan eus ar c'hentañ skrivagnerien c'hallek anavezet hag eus oberourien romantoù marc'hegerion.
Kloareg e oa e lez Champagn, en amzer Herri Iañ Champagn hag e bried Mari Bro-C'hall (1145–1198), merc'h henañ ar roue gall Loeiz VII hag e bried kentañ Eleanora Akitania. Dont a c'hallfe e anv eus e relijion, rak brudet e oa Rachi de Troyes, ur rabin yuzev.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Troidigezhioù diwar Ovidius
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Les Commandemanz Ovide (kollet), diwar Remèdes à l'amour
- L'Art d'amors (kollet), diwar An Arz da garout
- Le mors de l'épaule (kollet), diwar istor skoaz Pelops debret gant Demeter, e levrenn VI ar Metamorfozoù
- La Muance de la hupe, de l'aronde et del rossignol, anavezet ivez evel Philomena, diwar metamorfozenn Térée, Philomèle et Procné, e levrenn VI ar Metamorfozoù
Romant eus danvez Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ur romant del roi Marc et d'Ysalt la blonde (diwar-benn mojenn Tristan hag Izold, (kollet)
Romantoù arzhuriek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Érec et Énide, war-dro 1170
- Cligès ou la Fausse morte, war-dro 1176
- Lancelot ou le Chevalier de la charrette, romant diwar-benn Lanselod, war-dro 1175-1181 (echuet gant Godefroiz de Leigni)
- Yvain ou le Chevalier au lion, roman diwar-benn Yvain, war-dro 1175-1181
- Perceval ou le Conte du Graal pe roman de Perceval, war-dro 1182-1185 (diechu)