Táin Bó Cúailnge
Neuz
Táin Bó Cúailnge ([t̪ˠaːnʲ boː ˈkuəlʲɲə]), "Skrapadeg saout Koualnge"[1] pe Cúalnge[2] pe Cuaille[3], zo ur meurgan eus gwengelouriezh Iwerzhon.
Danevellet ez eus enni ur brezel hag a gasas ar rouanez Méabh, eus Connacht, a-enep Ulaidh evit skrapat un tarv estlammus. Difennet e voe Ulaidh gant an haroz Cúchulainn.
Anavezet eo ar vojenn dre skridoù ken kozh hag an XIIvet kantved, met koshoc'h c'hoazh eo an danvez anezhe, a zeuje eus an amzervezh rakkristen. Honnezh eo an destenn bennañ er skridoù a anver an Rúraíocht, "Kelc'hiad Ulaidh".
- Táin Bó Cúailnge eo danvez an albom sonerezh celtic rock « The Táin » bet enrollet gant ar strollad iwerzhonat Horslips e 1973[4].
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Reun ar C'halan, Lorc'h ar rouanez, 2000
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (ga) Táin Bó Cúailnge Recension 1 @ Wikisource
- (ga) text Skrid @ CELT
- (en) Troidigezh saoznek @ CELT
- (en) Troidigezh saonek gant Joseph Dunn (1914)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Stumm brezhonekaet implijet gant Roparz Hemon en droidigezh graet gantañ, embannet e Gwalarn e 1928-1931
- ↑ Stumm an anv en heniwerzhoneg. E titl an oberenn en heniwerzhoneg emañ ar ger en dro-C'hervel
- ↑ Iwerzhoneg a vremañ
- ↑ (en) Horslips/Táin
|