Emain Macha
Emain Macha (distaget [eṽənʲ ˈṽaxə] en heniwerzhoneg ; Iwerzhoneg: Eamhain Mhacha [əunʲ ˈwaxə] en iwerzhoneg) zo un c'hreñvlec'h kozh nepell diouzh Ard Mhacha e Norzhiwerzhon. Hervez an hengoun e oa unan ag al lec'hioù roueel pennañ en Iwerzhon Ouezelek rakkristen ha kêr-benn an Uladed. Un duchenn gelc'hiek eo, toullet gant ur gambr gourizet gant mogerioù meinek heñvel ouzh un tumulus. Furchadennoù henoniezhel a ziskouez e oa savadurioù tro-dro. En o zouesk e oa un ti kelc'hiek hag a hañvale bout un azeulva. E-kerzh ul lid e veze leuniet an ti-koad-mañ gant mein, losket e veze ar c'hoad da c'houde ha douaret evit sevel un tumulus. Soñjal a reer e oa Emain Macha ul lec'h sakr da gehelañ un doue kelt. Roudoù a c'hall bout adkavet e gwengeloù Iwerzhon ha dreist-holl e Kelc'hiad ar Skourr Ruz. Hervez an Oxford Dictionary of Celtic Mythology, "an Eamhain Mhacha taolennet en danevelloù zo ledanoc'h eget ar pezh a zo bet kavet gant an henoniezh evit poent"[1].
Tumulus Emain Macha a oa kalon ur gêr vrasoc'h, hag a c'holoe kreñvlec'h Haughey (un tumulus koshoc'h), ar King's Stables (ur poull evit al lidoù) ha Loughnashade (ul lenn e-lec'h ma veze bannet profoù-koun).
Anv Eamhain Mhacha zo bet troet evel "Gevelled Macha" pe "Spilhenn Macha", tennet eus lesanv an doueez Morrígan marteze.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- An sluagh sidhe so i nEamhuin? ("Hag eñ ez eus un arme boudiged en Eamhain Mhacha?"), ur varzhoneg iwerzhonek ag ar XVIvet kantved.
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ MacKillop, James (2004). A Dictionary of Celtic Mythology. Oxford University Press. ISBN 978-0-19-860967-4.
Ereoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Navan Centre & Fort – Official site at Visit Armagh
- Navan Fort – information at Northern Ireland Environment Agency
- Navan Research Group – official website
- "High Hopes for NI Tourist Centre" (BBC News)
- BBC Timelines
- Environment and Heritage Service page on Navan Fort, with photos
- Geography in Action: Navan Fort Archived 18 October 2006 at the Wayback Machine
- The Mysterious Ritual at Emain Macha in 94BC
|