Mont d’an endalc’had

Sgt. Pepper's Lonely Hearts Club Band (albom)

Eus Wikipedia
Sgt. Pepper's Lonely Hearts Club Band (albom)
Albom gant The Beatles
Golo

Bro Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Embannadur 26 a viz Mae 1967
Enrolladur Studioioù Abbey Road & Regent Sound, Londrez
Pad 39:36
Produer George Martin
Label Parlophone
Albomoù The Beatles
Revolver (1966)
Magical Mystery Tour (1967)

Eizhvet albom ar Beatles eo Sgt. Pepper's Lonely Hearts Club Band, embannet d'ar 26 a viz Mae 1967 er Rouantelezh-Unanet. An albom kentañ savet goude paouez gant an troiadoù an hini eo ha mont a ra pelloc'h c'hoazh war-zu doareoù nevez da skrivañ, seniñ hag enrollañ kanaouennoù. Nevez eo an doare da sevel ar golo, leun a livioù hag gant tresadennoù un aridennad tud vrudet. Tost a-walc'h eus goulennoù an amzer emañ hag ur rakwel eo eus Hañvez ar Garantez o tont.

Krouidigezh Sgt. Pepper's Lonely Hearts Club Band zo bet evit McCartney un doare da stourm a-enep an dic'hoant savet goude paouez an troiadoù hag an heug savet diwar ar Beatlemania. Gant istorourien ar sonerezh eo lakaet an albom da vezañ unan eus albomoù-meiziad kentañ. Labourat a ra dizehan ar strollad war doareoù nevez da añrejistriñ, da seniñ ha da aozañ ar c'hanaouennoù. Diwar ar memes prantadoù-enrollañ e teu ar single-doubl Strawberry Fields Forever ha Penny Lane, embannet e miz C'hwevrer 1967 da lakaat an dud da c'hortoz : ar wezh kentañ e chome an dud hep selaou un albom gant The Beatles da Nedeleg abaoe 1962. Ne oa ket lakaet an div ganaouenn-se e-barzh ar bladenn avat.

E Breizh-Veur e tremen Sgt. Pepper's Lonely Hearts Club Band seizh sizhun warn-ugent e penn ar rolloù, ha merket eo gant burutelladennoù mat-tre, kement ha ma oa bet choazet gant ar gelaouenn Rolling Stones evel gwellañ albom istor ar sonerezh.

Listenn ar c'hanaouennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Holl ganaouennoù savet gant Lennon/McCartney, war-bouez ar re ma'z eo merket anv unan all.

  1. Sgt. Pepper's Lonely Hearts Club Band – 2:00
  2. With a Little Help from My Friends – 2:42
  3. Lucy in the Sky with Diamonds – 3:28
  4. Getting Better – 2:48
  5. Fixing a Hole – 2:36
  6. She's Leaving Home – 3:25
  7. Being for the Benefit of Mr. Kite! – 2:37
  1. Within You Without You – 5:05 – George Harrison
  2. When I'm Sixty-Four – 2:37
  3. Lovely Rita – 2:42
  4. Good Morning Good Morning – 2:42
  5. Sgt. Pepper's Lonely Hearts Club Band (Reprise) – 1:18
  6. A Day in the Life – 5:38

Fichenn-broduiñ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

The Beatles

Sonerien ouzhpenn

  • George Martin : produiñ, meskañ, piano, klavier, harmonioù, orglez Lowrey ha glockenspiel, orglez Hammond.
  • Sounds Inc. – saksofonoù, trombonoù ha kor gall war "Good Morning Good Morning"
  • Neil Aspinall – tambura, harmonika
  • Geoff Emerickijinour son; tape loops, efedoù son
  • Mal Evans – kontañ, harmonika, dihuner, piano
  • Sonerien prantadoù – pevar c'hor gall war "Sgt. Pepper's Lonely Hearts Club Band": Neill Sanders, James W. Buck, John Burden, Tony Randall, sonaozet ha koñduet gant Martin ha McCartney; kerdin ha telenn war "She's Leaving Home", sonaozet gant Mike Leander ha koñduet gant Martin; tabla gant Natwar Soni, dilrubaoù gant Anna Joshi hag Amrit Gajjar, ha tambura gant Buddhadev Kansara war "Within You Without You", gant eizh bioloñs ha pevar gourrebed sonaozet ha koñduet gant Harrison ha Martin; triad treujennoù-gaol war "When I'm Sixty-Four": Robert Burns, Henry MacKenzie, Frank Reidy, sonaozet ha koñduet gant Martin ha McCartney; saksofonoù war "Good Morning Good Morning", sonaozet ha koñduet gant Martin ha Lennon; hag ul laz-seniñ daou-ugent benveg, gant kerdin, binvioù-avel, kouevr ha taboulunoù war "A Day in the Life", sonaozet gant Martin, Lennon ha McCartney, ha koñduet gant Martin ha McCartney.