Paul McCartney
Sir James Paul McCartney, MBE ganet d'an 18 a viz Mezheven 1942 e Liverpool, er Rouantelezh-Unanet, zo ur soner, kaner ha sonaozour breizhveuriat. Anavezet eo evel soner gitar boud er strollad The Beatles, strollad hollvrudet er bloavezhioù 1960 hag er sevenadur pop-rock, ha goude evel krouer ar strollad Wings ha kaner ennañ adalek 1971 betek 1980, a-raok kenderc'hel e-unan gant e vicher betek hiziv oc’h ober sonadegoù e pep lec’h er bed, hag o c’hoari e ganaouennoù brudetañ.
A-gevret gant e vignon John Lennon, o deus stummet unan eus an daouioù levezonusañ ha deuet brav en istor ar rock, ha krouet ul lodenn eus ar c'hanaouennoù o deus graet berzh er rock. Goude disrann ar Beatles, e krogas McCartney da seniñ e-unan e 1970, oc’h ober berzh, ha krouiñ a reas war-lerc'h ar strollad Wings gant e wreg Linda hag ur soner a orin deus ar Moody Blues, Denny Laine, ha tud all o vont hag o tont e-pad ar bloavezhioù oberiantiz, a-raok an disrann e 1980. Labouret en deus war sonerezh meur a film, enrollet pladennoù sonerezh klasel ha elektronek. Savet en deus ur bern kanaouennoù e-unan pe gant ar strolladoù Wings ha Beatles, ha kemeret en deus perzh e-barzh lod-kaer a vennadoù a garitez.
An hini nemetañ en deus bet an Ultimate Legend Award hag un disk rhodium, gwelet eo evel sonaozer brudetañ ar XXvet kantved ha bez e oa unan eus ar re a werzhe ar muiañ a bladennoù en eil lodenn ar c'hantved-se. Abaoe marv Michael Jackson eo eñ ar c'haner a werzh ar muiañ a bladennoù.
1962-1957 : Bugaleaj ha yaouankiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E dad, Jim, a c'hoarie piano e-barzh ul laz-seniñ jazz hag a oa beajour koñvers er c'hotoñs. Bet eo ivez pomper e-pad an noz. C'hoari a rae trompilht met hep tamm brud ebet. E vamm, Mary, a oa klañvdiourez, a varvas e 1956 gant krign-bev ar bronn.
1957-1962 : Penn-kentañ ar Beatles
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Paul a oa krog da c'hoari trompilh, ha piano war-lerc'h, evel e dad, hag a zeskas seniñ gitar a-benn ar fin da 14 vloaz. Ober a reas anaoudegezh gant John Lennon d'ar 6 a viz gouere 1957 en ur fest-parrez, a-drugarez d'e vignon Ivan Vaughan. E gentañ anv-pluenn eo Paul Ramon, an anv-se a vo adkemeret evit dougen bri d'ar Ramones. Gant ar Beatles e krogas da c'hoari bass goude kuitadenn ar bassist kentañ Stuart Sutcliffe e 1961. E bass violon Höfner zeuio da vezañ brudet dre e soner. Paul en doa choazet anezhañ peogwir e c'hoarie en tu-kleiz ha stumm skweriek ar beñveg a oa aes dezhañ. Paul ha John a skrivo daou ha daou, daoust int krenarded, kanaouennoù.
1971-1980 : gant Wings
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude disrann ar Beatles e embannas div bladenn dindan e anv, ha krouiñ a reas e strollad, Wings, e miz Gwengolo 1971. E 1969, e oa ganet eil merc’h Linda ha hini kentañ Paul, Mary. E Mae 1981 e tisrann ar strollad Wings. E bladenn gentañ, anvet McCartney, zo bet enrollet en e di-feurm e bro Skos. C’hoari a ra e-unan an holl binvioù-seniñ (embann a raio div bladenn graet gantañ e-unan meur a vloaz goude : McCartney II e 1980 ha 25 bloaz goude, e 2005, Chaos and Creation in the Backyard). War e eil pladenn, Ram, e c’hoari atav e-unan, met gant sonerien a zeuio e-barzh Wings : Paul ha Linda, Denny Seiwell, ha daou soner studio o doa labouret e-pad tri bloaz gant Wings, David Spinozza ha Hugh McCracken. E–pad ar bloavezhioù 1970 e oa bet ganet daou vugel : Stella (1971) ha James (1977).
|